Greunland

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kalaallit Nunaat (greunlandeg)
Banniel Greunland Coat of arms of Greenland.svg
Banniel Greunland Skoed Ardamez
Lec’hiadur Greunland
Yezhoù ofisiel Greunlandeg
Kêr-benn Nuuk
Penn ar stad Margrethe II, rouanez Danmark
Kentañ Ministr Aleqa Hammond
Gorread
-En holl
-% dour

2 166 086 km²
81,1%
Poblañs
- e 2014, war-dro
- Stankter ar boblañs

56 968
0,025/km²
Statud politikel Demokratelezh emren e-barzh Rouantelezh Danmark, abaoe 2009.
Moneiz kurunenn Danmark (krone)
Kan broadel Nunarput utoqqarsuanngoravit
Nuna asiilasooq
Kod war ar Genrouedad .gl
Kod pellgomz 299

Enezenn vrasañ ar bed eo Greunland (greunlandeg : Kalaallit Nunaat), tost da Veurvor Arktika. War-dro 81% eus he gorread zo goloet gant skorn. Gant se emañ an annezidi o chom e kreisteiz ar vro.

Trevadennet e voe Greunland gant tud deuet eus Norvegia. E-pad meur a gantved e voe stag ouzh ar rouantelezh unanet a oa Norvegia ha Danmark ouzh hec'h ober. Hag e 1814 e chomas e dalc'h Danmark, pa voe distaget Norvegia diouzh Danmark. Dont a reas Greunland da vezañ ul lodenn da vat eus Rouantelezh Danmark e 1953. Gant parlamant Danmark (ar Folketing) e voe roet ur statud emrenerezh (hjemmestyre) d'ar vro d'ar 1añ a viz Mae 1979, ha lakaet e voe da dalvezout er bloavezh war-lerc'h.

Rouanez Danmark, Margrethe II, eo penn ar stad.

Istor[kemmañ]

Er ragistor e oa tud o vevañ e Greunland. Met pa erruas Vikinged eus Island, e 986, e oa didud ar vro war a seblant. En em ziazezañ a reas an drevadennerien e daou lec’h, ha goude tri, e beg kreisteiz ar vro, hag eno e chomas o diskennidi e-pad meur a gantved. Gant ar Vikinged-se, degaset gant Erik ar Ruz, e voe roet an anv "Greunland" d’ar vro, diwar an norseg Grænland, ar vro c'hlas. Roet e vije bet an anv-se dezhi evit lakaat Islandiz d’en em staliañ enni. Met marteze e oa un tamm mat tommoc’h an hin eno en amzer-hont. Un displegadenn all zo : war gartennoù kozh 'zo e weler ar stumm Gruntland (a vefe diwar grunt, bas, ha land, douar, bro). Daoust hag ar stumm danek grøn a vije bet ur skrivad fall evit grunt, den ne oar.

Kenvevañ a reas Lec'hlenniz gant Inuit erruet er vro war o lerc’h. Ur wech kristenaet Vikinged Skandinavia e voe krouet un eskopti e Greunland ivez. E 1386 e teuas Greunland da vezañ ul lodenn eus Unaniezh Kalmar ha goude-se eus rouantelezh doubl Danmark-Norvegia.

Goude pemp kant vloaz ez eas an trevadennoù da get, marteze a-walc’h dre ma oa cheñchet an hin, deuet da vezañ kalz yenoc’h er XVvet kantved, da vare Hoalad ar Skorn bihan. Diwar eskern eus ar mare-hont zo bet kavet gant henoniourien e c’heller lavaret e oa isvaget ar boblañs.

E dalc’h Danmark e voe an drevadenn goude Feur-emglev Kiel (1815).

Klask a reas Norvegia aloubiñ reter Greunland er blovezhioù 1920, met skaret e voe an dizemglev etre Danmark ha Norvegia gant ur varnadenn rentet gant Lez-varn etrebroadel Kevre ar Broadoù a lavaras e oa Greunland da vat e dalc'h Danmark.

Douaroniezh[kemmañ]

Kartenn Greunland

N’eo ket goloet penn pellañ hanternoz Greunland gant skorn, rak re sec’h eo an aer eno evit ma c’hellfe kouezhañ an erc’h zo ezhomm kaout evit krouiñ skornegoù. Ma teufe skornegoù Greunland da deuziñ penn-da-benn e teufe ar vro da vezañ un enezeg moarvat, kentoc’h eget un enezenn vras.

Politikerezh[kemmañ]

Unpenn Danmark eo penn ar stad, da lavaret eo bremañ, ar Rouanez Margrethe II. Gant gouarnamant Danmark e vez anvet un Rigsombudsmand, ur gouarner hep kalz a c’halloud zo o tileuriañ gouarnamant Danmark hag ar Rouanez.

Ur parlamant zo, ennañ 31 c’hannad dilennet evit pevar bloaz. Renet e vez ar gouarnamant gant ar C'hentañ Ministr.

N’eo ket ezel Greunland eus Unaniezh Europa (kuitaet e oa bet Kumuniezh Europa gant Greunland e 1985), daoust m’eo Danmark un ezel eus un Unaniezh. Renet eo an darempred etre ar vro hag Unaniezh Europa gant un emglev ispisial.

Armerzh[kemmañ]

Diazezet eo armerzh Greunland war ar pesketaerezh hag an ezporzhiañ pesked. Chevr eo a vez ezporzhiet dreist-holl. An eztennañ hidrokarbidennoù ha metaloù n’eo ket kroget da vat, met emsav e c’hellfe bezañ a-benn un nebeud bloavezhioù. Krog eo an touristerezh da ziorren, met ker-ruz eo ar beajoù da vont di evit an estrenien.

Yezh[kemmañ]

Div yezh ofisiel zo er vro : ar greunlandeg (Kalaallisut), yezh an Inuit, hag an daneg. Gant al lizherenneg latin e skriver ar greunlandeg ha n’eo ket gant al lizherenneg ispisial a vez implijet evit skrivañ yezh an Inuit e Kanada. Mont a ra an Inuit d’ober 88% eus an annezidi, an 12% all zo Daned dreist-holl.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]