Saint-Barthélemy (Antilhez)
Enez Sant-Bertele, pe Enez Sant-Berteleme[1], pe Sant-Bartele[2] pe Sant-Bertelami[3], pe Sant-Bartalami[4] (anv ofisiel gallek: Saint-Barthélemy; anvet Saint-Barth dre vras gant tud ar vro), zo unan eus inizi an Antilhez Bihanañ hag eus an Antilhez gall, er Mor Karib. Gustavia eo ar pennlec'h.
97133 eo an niverenn-bost.
Taolenn |
Statud [kemmañ]
Ur strollegezh tramor eo abaoe 2007. A-raok e oa ur gumun c'hall eus departamant tramor Gwadaloup.
Douaroniezh [kemmañ]
Sant Bertele zo 230 km er gwalarn da Enez Gwadaloup ha 25 km er gevred da Enez Sant-Martin. Meneziek eo an enezenn, 21 km² dezhi (25 km² ma konter an enezigoù). 32 km hed eo an aodoù.
D'ar 1añ a viz Genver 2009 e oa 8 398 a dud o vevañ enni.
Un toullad mat a enezennoùigoù zo tro-dro dezhi: an inizi Chevreau, Coco, Fourchue, Frégate, La Tortue, Le Boulanger, Les Grenadins, Pain de Sucre, Pelé, Petit-Jean, Toc Vers…
Istor [kemmañ]
Roet e voe an enezenn da Sveden en XVIIIvet kantved (en 1784) en eskemm ouzh ar gwir da verniañ marc'hadourezh e porzh Göteborg. Dont a ra anv kêrig Gustavia eus anv Gustav III, roue Sveden.
E 1878 e voe gwerzhet an enezenn gant Sveden d'ar C'hallaoued.