Gustavia (Saint-Barthélemy)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Porzh Gustavia

Gustavia eo kêr vrasañ enez Saint-Barthélemy, ur strollegezh tramor eus ar Stad C'hall, e Mor Karib.

War aod kornôk enez Saint-Barthélémy emañ Gustavia,ha porzh brasañ an enezenn eo.

Istor[kemmañ]

Trevadennet e voe an enezenn gant ar C'hallaoued, er XVIIvet kantved. D'ar porzh brasañ e voe roet an anv « Le Carénage », abalamour, moarvat, ma oa aes dresañ bigi eno.

Roet e voe an enezenn da Sveden e 1784 en eskemm ouzh ar gwir da verniañ marc'hadourezh e porzh Göteborg. En enor d'ar roue svedat Gustav III e voe kemmet anv Le Carénage, bourk brasañ an enezenn, hag anvet « Gustavia » war-dro 1787.

E 1878 e voe gwerzhet an enezenn gant Sveden d'ar C'hallaoued.