Gustav III
Gustav III (Stockholm, 1746- 1792) a oa roue Sveden adalek 1771 betek e varv. Mab henañ ar roue Adolf Fredrik e oa. E vammm Lovisa Ulrika, a oa c'hoar da Frederig II, roue Prusia. Brudet eo evel gwarezer an arzoù, hag adsaver an hollveliegezh. Ur roue gallgar ha lenner oberennoù ar brederourien c'hall, met enebet-krenn e oa ouzh an Dispac'h gall.
Taolenn |
E vuhez [kemmañ]
Yaouankiz [kemmañ]
Skoliet e voe gant daou gelenner, Carl Gustaf Tessin ha Carl Fredrik Scheffer, daou bolitiker a dalvoudegezh en amzer-se, dibabet evitañ gant ar Riksdag; kement-se ne blije ket d'e dud a zeske dezhañ ober fae warne. Kenteliet e voe ivez gant ar barzh hag istorour Olof von Dalin.
Donezonet e oa, plijus e zoare,
Marteze ne voe ket skoliet gwall vat, met lenn a rae kalz, ha dreist-holl e galleg. Troet kenañ e oa gant mennozhioù nevez ar bederourien c'hall, hag enebet e oa ouzh dreistwirioù an noblañs a oa bet kadarnaet, hervezañ gant daskemmoù e mont en-dro ar Breujoù
Eured [kemmañ]
D'an 1 a viz Here 1766 , e Palez Christiansborg, e Copenhagen, e voe dimezet, dre hanterouriezh, da Sophia Magdalena, merc'h da Frederik V, roue Danmark, hag adarre da vat e Stockholm, miz goude, d'ar 4 a viz Du 1766. Gwall zimeziñ e oa, dre zaou abeg: ne glote ket o zemz-spered, met gwashaet e voe an traoù gant ranellerezh mamm ar roue, Lovisa Ulrika.
Bugale [kemmañ]
Daou vugel a voe:
- ar priñs Gustav Adolf (1778–1837),
- ar priñs Carl Gustav, Dug Småland (Drottningholm, 25 a viz Eost 1782 – Stockholm, 23 a viz Meurzh 1783).
Evit kas e briedelezh da benn-vat e c'houlennas ar roue skoazell digant ar c'hont Adolf Fredrik Munck, abalamour, a voe kontet, da zireizhderioù korfadurezh a oa gant an daou bried. Gouzañv a reas mamm Gustav, ar rouanez Lovisa Ulrika, diwar ar brudoù ne oa ket he mab a oa tad e vab henañ, an hini a oa da vezañ roue. Kaoz a voe e oa troet Gustav gant ar baotred[1]ha mont a rae an teodoù en-dro diwar-benn e vignoniezh ouzh daou zen eus al lez, ar c'hont Axel von Fersen hag ar baron Gustav Armfelt. Sed a lenner e deizlevr e c'hoar-gaer, ar briñsez Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp ( a renas diwezhatoc'h). Ar c'helenner Erik Lönnroth eus Akademiezh Sveden avat en deus embannet ne oa ket a fedoù da brouiñ e oa heñvelrevad ar roue Gustav III.[2]
Roue [kemmañ]
Roue e voe war-lerc'h e dad, Adolf Fredrik en 1771 . Er bloaz goude, e miz Eost 1772, e reas un taol-stad pa oa ar vro er brasañ dizurzh. Gant skoazell an arme hag ar bobl e harzas izili ar riksdag, hag ar rad, a zalc'he ar galloud abaoe embannet bonreizh 1719. Ren a reas evel despot sklerijennet, adaozañ a reas ar justis hag an teñzor, lakaat berz war ar bourevierezh, kas war-raok ar skoliata, gwellaat stad ar gouerien, adlodennañ an douaroù, hag aozañ frankiz ar c'henwerzh war ar greun.
Diwall a reas an arzourien ha skrivagnerien ha diazezañ meur a akademiezh, hag Akademiezh Sveden da gentañ-penn, ur gwiskamant broadel ha lakaat a reas sevel C'hoarigandi Sveden. E 1772 e tiazezas Urzh Vasa da vrudañ ha loreañ ar Svediz o doa kaset o bro war-raok el labour-douar, er mengleuziañ pe er c'henwerzh.
Trevadennoù [kemmañ]
Klask a reas kreñvaat an darempredoù gant Bro-C'hall ha reiñ trevadennoù da Sveden. En 1784 e voe roet enez Saint-Barthélemy gant Bro-C'hall d'ar roue Gustav III evit priz ar gwir da verniañ marc'hadourezh e porzh Göteborg. Porzh frank e oa en 1785. En enor d'ar roue e voe kemmet anv Le Carénage, bourk brasañ an enezenn, hag anvet Gustavia war-dro 1787.
Gustav a glaskas difenn harzoù ar reter ha kas anezho pelloc'h zoken. Abalamour da se e reas brezel da Rusia met ne deuas ket e daol da vat. En 1789 e voe kreñvaet an hollveli gantañ evit stourm ouzh an noblañsed gant an Akta a Unvaniezh ha Surentez, a veze roet gantañ da holl Svediz ar parded en o gwirioù, hag aotre da vont e servij ar stad.
Torret e voe an darempredoù mat en devoa gant Bro-C'hall da vare an Dispac'h gall.
E varv [kemmañ]
D'ar 16 a viz Meurzh 1792 e voe un irienn gant an noblañsed enep dezhañ ha lazhet e voe en Ankarström. Embann a raent stourm a-enep un tirant met splann eo hiziv o devoa abegoù personel ouzhpenn.
E vab Gustav IV Adolf a voe anvet da roue.
Taol-stad [kemmañ]
Betrezel etre Rusia ha Sveden (1788–1790) [kemmañ]
Saint-Barthélemy ha Gustavia [kemmañ]
En amzer Gustav III, e 1785, e tegouezhas enez Saint-Barthélemy, er Mor Karib gant Sveden, roet gant ar C'hallaoued evit kaout gwir da varc'hata e Gothenburg. Kêrbenn an enezenn a voe anvet Gustavia en enor da Gustav III. Aswerzhet e voe da Vro-C'hall e 1878, met chomet ezeus un toullad anvioù svedek
Ancestors [kemmañ]
Dimeziñ ha bugale [kemmañ]
Daou vab en doe:
- Gustav IV Adolf (1778-1837) a zimezas e 1797 da Friederike Dorothea von Baden (1781-1826), c'hoar da wreg an tsar.
- Charles, dug Smaland (1782-1783), marvet en-vihanik.
Kontet e voe e oa bet graet e vab kentañ gant e vignon Adolf Fredrik Munck.
Liammoù diavaez [kemmañ]
Poltredoù [kemmañ]
-
Gustav III, poltredet gant Lorens Pasch d.y.
-
An tri breur. Gustav III gant ar priñs Fredrik Adolf och priñs Karl, a vo ar roue Karl XIII, poltredet gant Alexander Roslin e 1771
-
Gustav III poltredet e 1777 gant Alexander Roslin
-
Gustav III:s staty på Skeppsbron i Stockholm den 3 mars 2007. Kungen är klädd i svenska skärgårdsflottans uniform efter att ha kommit tillbaka från kriget och skänker fredens olivkvist till Stockholms borgare. Gustav avbildas som Apollo di Belvedere. Av Johan Tobias Sergel.
-
Gustav III år 1772. Poltredet gant Alexander Roslin) visar monarken iförd Serafimerorden (blått band och kraschan), Nordstjärneorden (svart band) samt Vasaorden. Han avbildas med en vit armbindel, som blev en officersuniformsdetalj efter den oblodiga statsvälvningen 1772.
-
Carl August Ehrensvärds nidbild av Gustav III:s första samlag med sin hustru. Från vänster Sofia Magdalena, Gustav III och Adolf Fredrik Munck.
-
Gustav III:s uniform från statskuppen, numera på Livrustkammaren.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Who's who in gay and lesbian history : from antiquity to World War II. Robert Aldrich Garry Wotherspoon, p.194
- ↑ Lönnroth, Erik (1986). Den stora rollen, 61. ISBN 91-1-863652-7.