Nuuk

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Nuuk hag ar menez Sermitsiaq en a-dreñv

Nuuk eo kêrbenn ha kêr vrasañ Greunland. Emañ e genoù ar fjord Nuuk, war aod kornôg an enez. War-dro 15 000 den zo o chom enni (ur c'hard eus poblañs Greunland).

Annezet eo al lec'h abaoe an Xvet kantved gant Vikinged hag Inuit. E 1728 e voe savet kêr Godthåb (Spi mat e daneg) gant Hans Egede, ur misioner norvegat. E 1979 e voe adanvet Nuuk (Ledenez e greunlandeg) gant gouarnamant an enez.