Kristina Sveden
- Priñsezed all zo bet anvet Kristina Sveden (disheñvelout).
Kristina Augusta, pe Kristina Alexandra, pe Kristina Sveden (1626–1689) a voe rouanez Sveden adal 1632 bete 1654.
Taolenn |
[kemmañ] He buhez
Bugel nemetañ ar roue Gustav II Adolf ha Maria Eleonora von Brandenburg e oa. He mamm a oa ur briñsez alaman, merc'h da Zilenner Brandenburg Johann Sigismund von Brandenburg), ha savet e voe evel ur paotr. Mervel a reas he zad en emgann Lützen en 1632, pa ne oa-hi nemet c'hwec'h vloaz.
Gustav Adolf en devoa kollet daou vugel yaouankik ha lakaet en doa an traoù en o rez diwar-benn an hêrezh a-raok mont da vrezeliñ.
Kristina a voe anvet da rouanez heb enebiezh, dindan evezh ar c'hanseller Axel Oxenstierna, un den ampart, « Richelieu » Sveden, a lavarer.
Kenteliet e veze en un doare strizh, aozet ar c'helenn gant mestr-meur ti ar roue Axel Baner, breur da Johan Baner, ar jeneral, ha skoliet gant he c'helenner Johannès Matthiae. Ouzhpenn studiañ yezhoù hag istor e teske an arzoù, tresañ ha livañ, hep ankounac'haat ar sport (klezeiata ha marc'hegañ).
[kemmañ] Karantezioù
[kemmañ] Lennadurezh
- Bernard Quilliet, Christine de Suède - un roi exceptionnel, Fayard, 2003 (ISBN 2-213-61542-X).