26 Kerzu
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1999 : (betek an 28) Kornôg Europa, ha Frañs dreist-holl, tizhet gant barradoù gwallamzer (en tu-hont da 100 den lazhet).
- 2004 : Ur pezh mell tsunami e gevred Azia (en tu-hont da 300 000 den lazhet).
- 2004 : Dilennet Viktor Iouchtchenko e penn Ukraina da heul an Dispac'h orañjez.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1891 : Henry Miller, skrivagner amerikan († 1980)
- 1893 : Mao Zedong, den a Stad sinaat († 1976)
- 1931 : Roger Piantoni, melldroadour gall.
- 1933 : Owen Edwards, kinniger abadennoù skinwel ha rener kentañ ar chadenn S4C (Sianel Pedwar Cymru) e Kembre († 30 a viz Eost 2010 e ?).
[kemmañ] Marvioù
- 1458 : Arzhur III (dug Breizh) (° 24 a viz Eost 1393 e Sarzhav).
- 1860 : Yann-Vari de Lamennais, diazezour Urzh Breudeur Ploermael.
- 1936 : Loeiz ar Floc’h, lesanvet “Plakoù”, skrivagner brezhonek (° 1867).
- 1985 : Dian Fossey, loenoniourez amerikan, ispisialourez war ar gorilhed (° 16 a viz Genver 1932).
- 1992 : Jules Gros, yezhour (° 1890).
- 2007 : Yves Colin, bezhinaer, bet ijinet ar skoubidou gantañ evit dastum ar bezhin e bourzh ur vag-vezhina (° 1927).
[kemmañ] Lidoù
- Ilizoù kristen :
- sant Stefan, merzher
- sant Denez, pab.
- Iliz katolik roman
- sant Tazhe, diskibl da sant Ildud
- santez Tebi, merzherez, merc'h d'ar roue Brec'han
- Gouelioù broadel
- Slovenia : Devezh an Dizalc’hidigezh hag an Unvaniezh
- Devezh al Laouenan e Manav hag en Iwerzhon ("Lá an Dreoilín" en iwerzhoneg)