Marie Curie
Eus Wikipedia
Maria Skłodowska, pe Maria Skłodowska-Curie, bet ganet d'ar 7 a viz Du 1867 hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Gouhere 1934, a oa ur gimiourez hag ur fizikourez polonat, deuet da vezañ keodedourez c'hall da heul he dimeziñ gant Pierre Curie. Gant he gwaz e tizoloas ar skinoberiusted ha div wech e c'hounezas-hi ar Priz Nobel.
Tapet he doa priz Nobel ar fizik e 1903 asambles gant he gwaz Pierre Curie hag Henri Becquerel, gant he labourioù war ar skinoberiantiz. Priziet e oa bet un eil gwech evit he labour war ar poloniom hag war ar radiom e 1911. Ar vaouez nemeti eo da vezañ gounezet daou briz Nobel[1]. Hi eo ivez ar c'hentañ maouez tapet ganti Medalenn Davy gant sikour he gwazh war ar radiom[2] e 1903.
[kemmañ] Notennoù
- ↑ (en) Nobel Laureates Facts
- ↑ (en) Davy archive winners 1989 - 1900, Royal Society. Lennet d'ar 1añ a viz Gouere 2008