Priz Nobel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Priz Nobel kimiezh Roger Kornberg

Ar priz Nobel a zo ur priz roet bep bloaz d'an dud o deus kaset ar skiant pe ar gevredigezh war-raok. Krouet e oa hervez testamant Alfred Nobel e 1895. Roet e voe ar wech kentañ e 1901, gant roue Sveden. Lidet e vez ar prizioù d'an 10 a viz Kerzu, deiz ganedigezh marv Alfred Nobel. An neb az a ar maout gantañ a c'hounez ivez un tammig muioc'h evit ur milion a euroioù.

War pemp tachenn e vez roet prizioù: ar peoc'h, al lennegezh, ar gimiezh, ar vezegiezh, hag ar fizik. Ur priz all, Priz Sveriges Riksbank war ar Skiantoù Ekonomikel en eñvor eus Alfred Nobel, a oa savet gant bank roueel Sveden e 1968 ha roet evit ar wezh kentañ e 1969[1]. Ar prizioù Nobel war ar gimiezh, ar fizik, ar c'horfadurezh pe ar vezegiezh, hag al lennegezh ha priz skiantoù an armerzh, a vez "hevelebet oute" peurliesañ, a vez sellet oute evel ar prizioù brasañ a c'haller da gaout war an tachennoù-se[2]. Priz Nobel ar Peoc'h a zegas ivez kalz brud, ha rendael a vez alies a-zivout ar priz-se war an dachenn bolitikel. War-bouez priz Nobel ar Peoc'h e vez roet ar prizioù Nobel ha priz skiantoù an armerzh e Stockholm, e Sveden, da-geñver lid bloaziek ar priz Nobel, d'an 10 a viz Kerzu, deiz-ha-bloaz marv Nobel. Komz a ra an Ensavadur Nobel eus ar 6 priz-se roet e Stockholm evel ar "Prizioù svedat". Priz Nobel ar Peoc'h a vez roet da-geñver ul lid bloaziek en Oslo, e Norvegia, d'an 10 a viz Kerzu ivez[3][4]. Prezegennoù loreidi ar "Prizioù svedat" a vez graet d'an 9 a viz Kerzu.[5] "Evel ma vez sellet ouzh ar priz Nobel evel ar priz lufrusañ er bed, lid ar prizioù hag ar banvez e Stockholm hag Oslo zo deuet da vezañ e darvoudoù etrebroadel a bouez bras ma kaver dileuridi eus kazetennoù, radioioù ha skinwelioù ar bed a-bezh."[5].

Ar prizioù[kemmañ]

Ar priz Nobel a vez roet abaoe 1901 er rummadoù da heul :

E 1968, eo bet krouet, gant Bank Sveden (Sveriges Riksbank), ur priz war tachenn an ekonomiezh, gant asant an diazezadenn Nobel. Ez ofisiel eo anvet [[Priz Sveriges Riksbank war ar Skiantoù Ekonomikel en eñvor eus Alfred Nobel], met alies e vez graet "Priz Nobel an Ekonomiezh" anezhañ, zoken ma n'eo ket e gwir ur priz Nobel, roet gant Akademiezh roueel Sveden ar skiantoù.

Abaoe 1968 ez eus dibabet chom hep ouzhpennañ rummadoù nevez evit ar prizioù.

Notennoù[kemmañ]

  1. "Nobel Prize" (2007), en Encyclopædia Britannica, lennet e miz Du 2007, war Encyclopædia Britannica Online. Daoust ma n'eo ket unan eus ar prizioù Nobel, e vez hevelebet ouzh ar prizioù all; Bannet e vez anv al loreidi war un dro gant anv loreidi ar priz Nobel, ha priz skiantoù an armerzh a vez kinniget e-doug lid ar prizioù Nobel.
  2. >"Nobel Prize" (2007), en Encyclopædia Britannica, lennet e miz Du 2007, war Encyclopædia Britannica Online.
  3. "The Nobel Prize Awarders", nobelprize.org,
  4. Nobel Peace Prize 2007, nobelprize.org.
  5. 5,0 5,1 "The Nobel Prize Award Ceremonies", nobelprize.org