Arzhur III (dug Breizh)
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Arzhur III, dug Breizh, anavezet ivez evel konestabl Richemont, pe ar Justisour, a oa ganet d'ar 24 a viz Eost 1393 e kastell Susinio ( e Sarzhav) ha marvet d'ar 26 a viz Kerzu 1458 e Naoned. Kont Richmond, ha konestabl ar roue gall Charlez VII e oa. Ur perzh a-bouez en deus bet en istor Bro-C'hall koulz hag en istor Breizh evel brezelour.
( Mab e oa da Yann IV, dug Breizh ha Janed Navarra. Goude bezañ bet e servij ar rouaned saoz ha gall, hag eñ ur brezelour eus ar re varrekañ, e teuas da vezañ dug Breizh e 1457, met ne fellas ket dezañ plegañ e-keñver al lid a wazoniezh a ginnigas e doare ar wazoniezh eeun. Un den a Stad hag a justis barrek-tre eo bet e servij Bro-C'hall.
[kemmañ] Buhez
Pa oa bugel ez eas da chom a-gevret gant e eontr, an dug Bourgogn, hag gant priñsed gall all. Prizoniet e oa en Azincourt (1415). Dieubet e voe goude asantiñ labourat evit ar roue saoz Herri V a oa mestr war dost holl ar rouantelezh c'hall (dimezet e oa da verc'h ar roue Charlez VI. E 1425, an Daofin, Charlez, hag eñ o ren pastelloù-bro bihan e Bro-C'hall, a ginnigas da Arzhur mont e penn e lu. Klask a rae Charlez resev ur skoazell milourel digant dug Breizh Yann V a oa breur Arzhur. Breur-kaer e oa Arzhur ivez d'an dug Bourgogn a oa mignon d'ar Saozon. Koulskoude e savas enebourien d'ar c'honestabl ha ne c'helle ket kas e gefridi da benn kement ha ken bihan ma veze trec'het lu Charlez VII ingal gant ar Saozon. E 1428 ez eas Arzhur e kuzh da harpañ Janed Ark hag e voe trec'h da armeoù ar Saozon e Patay e 1429. E 1434 e asantas Charlez VII reiñ e garg da Arzhur en-dro. Adaozañ a reas an arme en ur urzhiañ ma vefe krouget ar breizherien. E 1436 e adkemeras Pariz.
Ur roll pennañ a gemeras e politikerezh rouantelezh Bro-C'hall pa renas he diplomatiezh ha pa zistagas Bourgogn eus e emglev gant ar rouantelezh saoz. E 1450 e vo trec'h Arzhur war ar Saozon en Formigny ken e oent skarzhet eus Normandi kuit.
Galvet e voe da gemer an dugelezh e karg e 1457, goude marv e niz Pêr II, met fellout a reas dezhañ chom konestabl war un dro. Mervel a reas re abred e 1458 pa vage soñjoù bras, evel mont da argadiñ Bro-Saoz pe mont da vrezeliñ evit ar Groaz.
[kemmañ] E lignez
Teir gwech e voe dimezet Arzhur, nemet ne c'hanas bugel ebet er briedelezh. Ur verc'h vastard en doa, Jacqueline, a voe anavezet gantañ e 1443. War e lerc'h e voe anvet e niz Frañsez II, kont Étampes, da zug Breizh.
Sede anvioù e deir gwreg:
- 1. D'an 10 a viz Here 1423 e timezas e Dijon da Varc'harid Bourgogn (marvet e 1441), merc'h da Jean, dug Bourgogn, hag intañvez an daofin Louis, dug Guyenne.
- 2. D'an 29 a viz 1442 e timezas e Nérac da Jeanne d'Albret (marvet e 1444), merc'h da Charlez II, kont Dreux.
- 3. D'an 2 a viz Gouhere 1445 e timezas da Gatherine de Saint Pol (marvet e 1492), merc'h da Bêr I, kont St-Pol.
| En e raok: Pêr II |
Rouaned ha Duged Breizh 1457 – 1458 |
War e lerc'h: Frañsez II |