Gwazoniezh
Ar wazoniezh eo stad an den dieub (ar gwaz) e-keñver e aotrou e kevredigezh europat ar Grennamzer, anavezet hag ofisialaet en ul lid a wazoniezh ma veze graet al le a wazoniezh.
An doare kevredigezhel-se a zo deuet war wel dre ma koazhe galloud ar stad karolingat (Xe-Patrom:XIe kantved) : ne oa ket an impalaer, nag ar rouaned, nag ar briñsed, evit lakaat an urzh da ren, nag evit lakaat an aotronez vihan da sentiñ outo.
Neuze e voe aozet ur seurt rouedad darempredoù a zen da zen, hag enni e oa gwirioù ha dleadoù evit pep hini.
Taolenn |
[kemmañ] Dleadoù an eil ouzh egile
Dre ar wazoniezh eo daou zen dieub a vez liammet. Evit bout dieub o-daou avat n'int ket par an eil d'egile, ha brasoc'h eo galloud an aotrou evit hini ar gwaz. Dindan gwarez e aotrou emañ ar gwaz. met mar deo galloudus an aotroù eo ivez abalamourt d'an niver a wazed a zo dindanañ, d'o lealded, ha d'o zamm galloud ivez.
[kemmañ] Dlead ar gwaz e-keñver e aotrou
Arabadoù eo an dleadoù-se: arabat eo noazout ouzh an aotrou, ouzh e dud, ouzh e vadoù.
Skoazellañ e aotrou gant armoù a rank ar gwaz ober. Pa vez unan all oc'h ober brezel dezhañ e rank ar gwaz dont gant e armoù d'e zifenn. Rankout a ra ivez diwall kastell ha beajoù an aotrou. Pa ya an aotrou d'ober brezel e tle ar gwaz 40 devezh a servij armet. Ma pad ar brezel hiroc'h eget an 40 deiz-se e vo roet arc'hant dezhañ evel digoll.
Rankout a ra ar gwaz reiñ skoazell gant arc'hant d'e aotrou:
- pa zimez e verc'h henañ,
- pa ro an armoù d'e vab henañ
- pa ya d'ober brezel evit ar groaz
- pa vez prizoniet ha pa rank paeañ d'en em zieubiñ
Ouzhpenn se e rank reiñ kuzulioù d'e aotrou, kemer perzh e bodadegoù ar wizien, e lezioù-justis, e gouelioù-lid. Nerzh al liamm etre gwizien hag aotrou a vez kadarnaet en degouezhioù-se.
[kemmañ] Dlead an aotroù e-keñver e wizien
Dispign kalz a rank ar gwizien ober: pep hini anezho a rank prenañ ur marc'h hag armoù. Ret dezhañ ivez gallout en em vagañ ha bevañ evel ur brezelour. abalamour da se e rank an aotrou reiñ douar d'e wizien. Hag an douar-se a rank degas arc'hant.
Rankout a ra an aotrou ivez gwareziñ e wizien diouzh o enebourien ha bezañ reizh en o c'heñver.
[kemmañ] Lid ar wazoniezh
[kemmañ] Perzhioù
Gant lid touadenn ar wazoniezh (da zisheñvelaat diouzh lid ar varc'heien ), en em laka ar gwaz dindan e aotrou. Skridoù ha skeudennoù e-leizh zo diwar-benn an abadenn-se. Dirak testoù e tremen, e kastell an aotrou, a-wel d'an holl. N'eus emglev skrivet ebet. A bouez eo al liderezh hag an arouezioù, nemet kemmoù bihan zo a vro da vro. Treitour eo an hini a dorr an emglev a wazoniezh , pe aotrou pe waz e ve.
[kemmañ] kemm en darempredoù etre aotou ha gwaz
Adalek eil hanter an XIIvet kantved e voe kresket galloud roue Bro-C'hall e-barzh sistem ar wazoniezh. en em lakaat a rae e-unan e krec'h torgenn al leoù gwazoniezh.