Kaozeal:Gwazoniezh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Sevel ha lemel, plijadur wikipedel[kemmañ ar vammenn]

Tennit, mar plij. N'hallit ket lezel amzer da skrivañ hiroc'h? Ret eo distruj kenkent ha savet? Peus ket gwelet
  • e oa peadra da skrivañ, ma seller eus ar pennadoù gallek ha saoznek e-kichen?
  • e oa danvez talvoudus evit an istor (un danvez kelennet e skolioù zo, hag e brezhoneg e-barzh unanig bennak marteze ouzhpenn)?
Ha ma tesk lod kenskriverien ober gant gwazoniezh, e-lec'h implij gerioù all, evel-se ivez, ne vo ket ur fall.Bianchi-Bihan 13 Gen 2007 da 08:54 (UTC)[respont]

N'eus ket bet distrujet netra - kinniget ez eus bet hen ober nemetken.

Ha lakaet warl listenn an traoù da zistruj, keta?

N'eo ket peogwir eo hiroc'h ar pennadoù e galleg hag e saozneg e vo hiraet dre ret ar penandoù e brezhoneg, geo?

Ma ne fell da zen ober ne vo ket, anat.

N'eo ket ar wikipedia ur benveg geriaouiñ pe ur sammad kentelioù yezh - n'eo ket dav sevel penando`evit lakaat ar genimplijerion d'ober gant ar ger-mañ'r-ger. Merour (Neal) (Kaozeal) 13 Gen 2007 da 09:19 (UTC)[respont]

Tremenomp hep ar gerioù er pennadoù. Diskouez a ri penaos ober?
Siriusoc'h: anat e tlefe bezañ d'an holl e vo lakaet pennadoù istor er wiki-mañ. Bianchi-Bihan 13 Gen 2007 da 18:34 (UTC)[respont]
Ne ginnigen ket distruj netra. Evel-just ez eus ezhomm da gaout ur pennad gwazoniezh e Wikipedia a zisplegfe an istor anezhi (ganedigezh, diorroidigezh, steuziadur, treuzvevadurioù/treuzfurmadurioù anezhi hag all). Ar pezh a skriven hepken eo e oa ar pezh a oa bet skrivet betek-henn da vezañ lakaet er wikeriadur kentoc'h. Fulup 13 Gen 2007 da 13:45 (UTC)[respont]
Sklaeroc'h eo evel-se. Gracinhas.Bianchi-Bihan 13 Gen 2007 da 18:34 (UTC)[respont]