Marc'harid Bourgogn (1393-1441)

Eus Wikipedia
Ur pennad Marc'harid Bourgogn zo ivez.
Marc'harid, en ur sae erminiget.

Marc'harid Bourgogn (1393-1441) a oa merc'h da Yann Dizaon, dug Bourgogn ha da Marc'harid Bavaria (1363-1423). He mamm a oa merc'h da Albert Iañ, Dug Bavaria ha da Margaret von Brieg.

Da zaou vloaz e voe prometet d'an Daofin Charlez (1392–1401), mab da Charlez VI, Roue Bro-C'hall, met mervel a reas ar priñs e 1401, da nav bloaz. Se zo kaoz e voe dimezet e 1412 d'e vreur yaouankoc'h, ha Daofin Bro-C'hall ivez, Loeiz.

Dimezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech e timezas:

Bugel ebet n'he doe.

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas d'an 2 a viz C'hwevrer 1442, goude un hir a gleñved.

Levr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude hec'h eured gant Louis de Guyenne, en 1405, e voe dediet dezhi, gant Christine de Pizan, al Livre des Trois Vertus .

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Livre des Trois Vertus, embannet gant Charity Cannon Willard hag Eric Hicks, Paris, Champion, 1989.
  • Françoise Autrand, Charles VI le roi fou (ISBN 2213017034)