Charlez Bleaz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Charlez Bleaz
Istor Breizh
Bretoned kentañ
-5000 kent JK
Arvorig
Marevezh galian
Vvet kantved kt JK - -56
Marevezh roman
-56 - IVvet kantved
Marevezh poblañ Arvorig
ha savidigezh Breizh
IVvet - IXvet kantved
Rouaned
845 - 913
845 - 851 Nevenoe
851 - 857 Erispoe
857 - 874 Salaun
874 - 876 Gurwant / Paskwezhen
876 - 888 Yezekael
888 - 907 Alan I
908? - 913? Gourmaelon
Reuziad an Normaned
913? - 931
Rögnvaldr
Felecanus
Inconus
931 - 937 Gwilherm I
Marevezh an Duged
937 - 1532
Tiegezh Naoned
937 - 952 Alan al Louarn
952 - 958 Drogon
958 - 981 Hoel I
981 - 988 Gwereg
Tiegezh Roazhon
970 - 992 Konan I
992 - 1008 Jafrez I
1008 - 1040 Alan III
1040 - 1066 Konan II
Tiegezh Kernev
1066 - 1084 Hoel II
1084 - 1112 Alan IV Fergant
1112 - 1148 Konan III
Tiegezh Pentevr
1148 - 1166 Konan IV
1166 - 1187 Konstanza
Plantajened
1169 - 1186 Jafrez II
1187 - 1203 Arzhur I
Tiegezh Thouars
1203 - 1221 Alis Breizh
Tiegezh Dreux
1213 - 1237 Pêr I
1221 - 1286 Yann I
1286 - 1305 Yann II
1305 - 1312 Arzhur II
1312 - 1341 Yann III
Tiegezh Bleaz-Pentevr
1341 - 1364 Charlez Bleaz
Tiegezh Monforzh
1364 - 1399 Yann IV
1399 - 1442 Yann V
1442 - 1450 Frañsez I
1450 - 1457 Pêr II
1457 - 1458 Arzhur III
1458 - 1488 Frañsez II
1488 - 1514 Anna Breizh
1514 - 1524 Klaoda Breizh
1524 - 1532 Frañsez III
Marevezh ar Breujoù
1532 - 1789
Gouarn war-eeun Pariz
1789 - 1974
Rannvroeladur
René Pleven 1974-1976
André Colin 1976-1978
Raymond Marcellin 1978-1986
Yvon Bourges 1986-1998
Josilin a Roc’han 1998-2004
Jean-Yves an Drian 2004-

Charlez Bleaz a voe anvet da zug Breizh gant ar roue gall Fulup VI e 1341, hag a chomas dug betek e varv e 1364.

Ganet e oa e 1319 e Châtillon. E dad a oa Guy de Châtillon hag un niz d'ar roue gall e oa Charlez, kont Bleaz. Klask a reas ren dugelezh Breizh pa voe dimezet e 1337 da Janed Pentevr, nizez d'an dug Yann III marvet divugel e 1341. Stourm a reas a-enep ur goulenner all, Yann Moñforzh, hantervreur da Yann III ha harpet gant roue Bro-Saoz.

Ar stourm[kemmañ]

Charlez Bleaz paket da-geñver emgann ar Roc'h-Derrien

Yann Moñforzh a yeas da c'houlenn skoazell digant pennoù an Naoned hag e kemeras teñzor an dugelezh. Soutenet e voe gant kêrioù domani an dug, met ne voe ket resevet mat e lez ar roue Fulup VI. Dre zisentez Conflans e embannas ar roue e anaveze gwirioù Janed Pentevr ha re he fried. Mont a reas Yann Moñforzh da glask souten ar roue saoz Edouarzh III. Koll a reas e zugelezh Moñforzh e-kichen Pariz, met roet e voe gant Edouarzh "Enor" Richmond, un tiriad saoz a sachas kalz a arc'hant anezhañ.

Dont a reas Yann, dug Normandi, mab d'ar roue gall, da lakaat seziz war an Naoned ha pa oa klouaroc'h souten ar vourc'hizien ez eas Yann Moñforzh da Bariz da c'houlenn ober emglev gant ar roue. Hemañ a lakaas Yann en toull-bac'h ha renet e voe an dugelezh gant Charlez Bleaz.

E 1342 e kemeras Roazhon ha mont a reas da vestroniañ ar c'hêrioù all a chome dindan dalc'h gwreg Yann Moñforzh, an dugez Janed Flandrez. Houmañ a zifennas An Henbont gant harp ar morlu saoz, met Charlez Bleaz a gemeras An Alre, Gwened, Gwenrann hag Ar Groazig.

E 1347 eo bet paket Charlez Bleaz gant ar Saozon er Roc'h-Derrien. Toullbac'het e Bro-Saoz, e c'hounezas e frankiz en ur lezel e vugale evel gouestlidi war e lerc'h.


En e raok:
Yann III
Rouaned ha Duged Breizh
thum
13411364
War e lerc'h:
Yann IV