Yann II (Bro-C'hall)
Eus Wikipedia
Yann II , roue Bro-C'hall, lesanvet Yann ar roue mat, a oa ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1319 e kastell roudour Maulny (Le Mans) ha marvet e Londrez d'an 8 a viz Ebrel 1364. Mab Fulub VI ha Janed Bourgogne e oa, ha roue Bro-C'hall e voe etre 1350 ha 1364.
Sakret e voe war un dro gant e eil gwreg, Janed Auvergne, e Reims d'ar 26 a viz Gwengolo 1350 .
Marc'heg kalonek e oa ar roue Yann II hogen politikour dister e oa ivez. Hejet e voe e ren gant diaestaerioù arc'hanterezh bras, gant iriennoù Charlez an Drouk, roue Navarra ha gant enkadenn an Stadoù Meur (renet gant Étienne Marcel). Ar Saozon a reas o mad eus kement-se, ha gant Edouard III hag e vab ar Priñs Du e voe aozet un ergerzhadenn e Lenguadoc hag e Gaskogn e 1355.
| En e raok: Fulup VI |
Roue Bro-C'hall 1350 – 1364 |
War e lerc'h: Charlez V |