Nevenoe
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Nevenoe (pe Nevenoù, pe Nominoe, Numinoe en dielloù) (marvet e d'ar 7 a viz Meurzh 851 e-kichen Ar Mañs) a oa missus dominicus Impalaeriezh ar C'hornôg evit ar Vretoned ha goude-se penn ar Vretoned. Gwelet e vez gant tud zo evel roue kentañ Breizh a-bez (daoust ma c'hallfe an titl-se bezañ tabutet gant Morvan Lez-Breizh pe c'hoazh Yezekael, roue Domnonea) met ne oa ket roue evit gwir, e vab a vo. Lesanvet e vez Tad ar Vro gant ar Vretoned memestra peogwir en deus lañs diazezoù Stad Breizh e Grennamzer.
Taolenn |
Buhez[kemmañ]
N'ouzer ket mat eus pelec'h e teu Nevenoe. Kont Gwened e oa, met n'eo ket ret e teu eus Bro-Wened. Tud zo a lavar e teu eus ar vro e-kichen Redon, met kredet e vezer e teu eus ar Poc'her.
Goude an emsavadeg hollek a c'hoarvezas en Impalaeriezh ar C'hornôg e voe aozet e 831 ur vodadeg hollek e Ingelheim. Roet a voe bet dezhañ karg missus imperatoris (kannad an Aotrou) ar Vretoned (neuze tost Breizh a-bezh nemet markoù Roazhon ha Naoned : en IXvet kantved e oa an harzoù etre ar Vrezhoned hag ar Franked a-hed ar Gwilen.) gant impalaer ar C'hornôg ha roue ar Franked Loeiz an Deol, mab Karl Veur. Gant Regino Prüm e voe skrivet, dre fazi e 837, en e gChronicon :
Murmanus rex Brittonum moritur et Numenoio apud Ingelheim ab imperator ducatus ipsius gentis traditur.
Morvan, roue ar Vretoned, a varvas ha Numenoi [Nevenoe] a voe krouet dug ar memes pobl gant an impalaer en Ingelheim.[1]
Feal e chomas Nevenoe da Loeiz betek marv an impalaer e 840, met ne oa ket evit anavezout beli e vab pa n'en doa ket touet chom feal dezhañ.
Trec'h e voe Nevenoe war Karl Voal, mab da Loeiz an Deol en Emgann Ballon e-kichen Baen-Ballon e 845.
Aloubiñ a reas Nevenoe bro Roazhon ha Bro-Naoned goude-se ha klask astenn e veli war gKornôg Bro-C'hall. Mervel a reas e Vendôme d'ar 7 a viz Meurzh 851. Dimezet e oa da Arc'hantael (Argantael). Evel ur roue e renas e diriad hag e harpas sant Konwoion evit sevel Abati ar Salver e Redon. Erispoe, mab dezhañ, a voe lakaet da roue goude e varv.
Nevenoe e Breizh a-vremañ[kemmañ]
Tapet en deus Nevenoe ur plas hep e bar e spered ar Vretoned a-vremañ. Moarvat eo an den istorel anavezetañ war-lerc’h an dugez Anna.
Lesanvet eo bet Tad ar Vro. Ha d'ar mare ma kreded e oa bet c’hoarvezet Emgann Ballon e deroù miz Mezheven e oa bet roet lañs e Baen-Ballon d’un darvoud anvet Devezh ar vro, er bloavezhioù 1950. Eno, war ar blasenn vras, ez eus un delwenn savet gant Rafig Tullou e 1952 m’eo bet enskrivet Nevenoe - Tad ar Vro - Penntiern ar Vretoned - Nominoe - Britonnum Rex - 851.
- Nevenoe ‘zo ur ganaouenn vrezhonek savet gant Glenmor.
- Nominoe-oe ‘zo ur pezh-c’hoari savet gant Jakez Riou.
| En e raok: - |
Rouaned ha Duged Breizh 840 – 851 |
War e lerc'h: Erispoe |
Notennoù ha daveoù[kemmañ]
- ↑ Smith, 80 ha n81.
Gwelet ivez[kemmañ]
Levrlennadur[kemmañ]
- Istor Breizh - Louis Élégoet - Ti-embann TES