Raffig Tullou

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Raffig Tullou, Raphaël Jean Tullou e anv kefridiel - Neven Lewarc’h ha Lugumarcos daou eus e lesanvioù -, a voe ur c'hizeller brezhon. Ganet e voe d'an 9 a viz Du 1909 e Morzhell hag e varvas d'ar 16 a viz Genver 1990 e Sant-Ervlan.

Buhez[kemmañ]

Delwenn Nevenoe gant Raffig Tullou e Blaen-Ballon
Raffig Tullou

Tresañ a reas pezhioù-arrebeuri keltiek ha breizhek arnevez e Roazhon. Gantañ e voe kizellet delwenn Nevenoe e Baen-Ballon e 1952 gant an isskrid "Nevenoe - Tad ar Vro - Penntiern ar Vretoned - Nominoe - Britonnum Rex - 851". Ar blakenn-goun en enor da varkiz Pontkalleg a gaver en Naoned a gizellas ivez, war blasenn Bouffay. Ezel e voe eus ar strollad arzel Unvaniez ar Seiz Breur.

Goude bout bet merour ar gelaouenn Feiz ha Breiz e 1928 ez eas war ar studioù keltiek dre levezon Morvan Marchal, Francis Bayer du Kern hag ar gelaouenn Nemeton, kent krouiñ Kredenn Geltiek Hollvedel ha Kevanvod Tud Donn e 1936.

E 1934 e kemeras perzh er Mouvement fédéraliste breton ("Luskad kevredadel Breizh"), a-gevret gant Gestalen, Francis Bayer du Kern, Goulven Mazeas ha Morvan Marchal. ezel e voe ivez eus Strollad Broadel Breizh.

Pennadoù a skrivas er gelaouenn L'Heure bretonne ha Nemeton e-doug an Eil Brezel-bed. Bout e voe sekretour diwezhañ Unvaniez ar Seiz Breur e 1944. Krouiñ a reas Koun Breizh e 1954, kevarzhe evit difenn ar glad hengounel ha brezhon. Raffig Tullou a grouas Skoed e 1966, kelaouenn Koun Breizh.

War-lerc'h ar brezel e reas anaoudegezh gant Goulven Pennaod hag e lakaas anezhañ da zont da vout pagan.