Morvan Lez-Breizh

Eus Wikipedia
Morvan Lez-Breizh
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-familhLez, Breizh Kemmañ
Titl noblañsdug Kemmañ
Deiziad ganedigezh8. century Kemmañ
Lec'h ganedigezhPrizieg Kemmañ
Deiziad ar marv818 Kemmañ
Lec'h ar marvLangoned Kemmañ
Abeg ar marvKilled in action Kemmañ
BugelGwioñvarc'h Kemmañ
Micherpenndiern Kemmañ
Ar roue Morvan, hervez an tresour gall Evariste-Vital Luminais (genidik eus Naoned)

Morvan, pe Morvan Lez Breizh, skrivet Murman en testennoù kozh (750 ? - 818[1]), a oa roue e Breizh e dibenn an VIIIvet kantved.

Brezelioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E gastell a vefe bet war dorgenn Menez-Morvan, e korn-bro ar Faoued Langoned, en un tolead anvet hirio bro ar roue Morvan. Eno e vefe bet un emgann kriz a-enep d'an armeoù frank kaset gant ar roue Loeiz an Deol. Ur stourm kalonek o devoa renet ar Vretoned, ar pezh a roio tro da sevel kanaouennoù, en enor da Vorvan, hag a gaver er Barzaz Breiz[2]. Kaoz a zo anezhañ ivez e testennoù ar Frankad Ermold Le Noir. Kontañ a ra en e skridoù e oa bet kaset ar manac'h Witcar gant Loeiz an Deol da c'houlenn sujidigezh ar Vretoned d'ar Franked digant Murman « Lez-Breizh ». Met hemañ a respontas dezho krenn-ha-kras: Kae 'ta da welet da vestr, ha klask adkontañ dezhañ va c'homzoù. Ne vevan ket war e zouar, ne fell ket din bezañ dindanañ, na gouzañv e lezennoù. Gallout a ra sujañ ar Franked evel ma plij dezhañ. Murman a reno war ar Vretoned. Ma fell d'ar Franked ober brezel dimp, ar brezel a vo graet dezho! Nerzh a zo en hon divrec'h ha gouzout a raimp implijout anezho. Hast afo da gas ar c'homzoù-mañ da'z roue, al labour a ran war va farkeier n'int ket dezhañ, ha ne fell ket din bezañ dindan e lezennoù. Murman eo sturier ar Vretoned hag a nac'h krenn pep sujidigezh a vefe. Ma'z eo kalonek a-walc'h ar Franked da zisklêriañ ar brezel e vin war an dachenn vrezel da huchal d'an emgann, hag e tiskouezin deoc'h-holl n'eo ket ken gwan-se va brec'h c'hoazh.»[3].

Tro-dro d'ar bloavezhioù 800 e oa dispartiet Breizh e div lodenn : al lodenn vrezhonek Domnonea, Bro-Leon, Bro-Gernev, Bro-Ereg. An eil lodenn a oa Marzoù Breizh gant ur boblañs kemmesk a Vretoned hag a romanegerien (Naoned ha Roazhon ne oant ket c'hoazh e Breizh d'an ampoent, met ul lodenn eus Marzoù Breizh e oant). Ar Garolingidi o klask kreñvaat o galloud a glaske ledañ o foblañs frank war tachennoù Breizh. Brezeliñ a raent ivez amañ hag ahont a-enep d'ar rouantelezhioù brezhon a nac'he bezañ suj ha paeañ un truaj hag en em save en o enep.

Ar pennadurezhioù frank a ranke kas ergerzhadegoù armet e Breizh ma felle dezho sujañ ar vro, gant ur gwir da sevel un truaj warne. Kement-se a c'hoarvezas e 786, 799, 811... Pennoù meur ar Vretoned a veze koll re alies ha poan o deveze d'en em unaniñ. Met un deiz ez ejont a-gevret ha gant un diviz a-unvouezh e voe asantet gant an holl anavezout Morvan da roue ar Vretoned. Pezh a lakaas Loeiz da vont er jeu. Goude bezañ bet kollet ec'h aozas Loeiz an Deol ur bagad tud ur da vont betek Langoned, da glask pakout Morvan. Kentañ roue Breizh a voe lazhet er bloaz 818, en ul lec'h a oa sur a-walc'h etre Prizieg ha Karaez.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Genidik e oa eus un tu bennak a gostez Prizieg e Bro-Gwened. Ren a reas war Vro-Ereg, Domnonea ha Leon. Un den kalonek e oa, gant ar c'hoant da unvaniñ an holl Vretoned, en-dro d'an daol evit mont etrezek ar reter da derriñ nerzh ar Franked. An emgann a voe kriz, taer ha diaes, met stourm a reas betek ar marv, setu un displeg d'ar frazenn milvrudet, gwelloc'h mervel eget bezañ suj. Lazhet e voe war an dachenn vrezel gant ur bir tennet warnañ. Hag echu dija d'ar c'houlz-se gant an emsavidi. Nevenoe a gemeras penn an traoù, un nebeud amzer goude.

Ur werz a zo gouestlet da Vorvan e Barzaz Breiz Kervarker.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Arthur de La Borderie Histoire de Bretagne , tome II, p. 7-23, Jérôme Floch imprimeur-éditeur à Mayenne (1975)
  • Annales de l'Association bretonne (1881), « Morvan  », p. 234 ha sq.
  • André Chédeville hag Hubert Guillotel La Bretagne des saints et des rois, Ve-Xe siècle, p. 210-212, Ouest-France, Skol-Veur Roazhon, 1984, ISBN 2858826137.
  • Vincent Audren de Kerdel, Annales de l'Association bretonne, pennad war lec'hiadur Menez Morvan.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Labour a-stroll. 2012. Toute l'Histoire de Bretagne - Des origines à nos jours Montroulez, Skol Vreizh
  2. Barzaz Breiz, Chants populaires de la Bretagne, Chant de Lez-Breizh (fragments épiques), Hersart de La Villemarqué, Librairie académique Perrin
  3. Barzhoneg Ermold Le Noir, trede kan, troet er blez 1824.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]