Ar Faoued (Mor-Bihan)
Eus Wikipedia
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Ar Faoued (Mor-Bihan) | |
| Departamant | Mor-Bihan |
| Bro hengounel | Kerne |
| Arondisamant | Arondisamant Pondi |
| Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Bro ar Roue Morvan |
| Bro 'Voynet' | Bro Kornôg Kreiz Breizh |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | ar Faoued |
| Kod INSEE | 56057 |
| Kod post | 56320 |
| Maer Amzer gefridi |
André Le Corre 2008-2014 |
| Gorread | 3 403 ha = 34 03 km² |
| Hed ha led | 48° 02' 02" Norzh, 03° 29' 25" Kornôg |
| Uhelder | keitat : 152 m bihanañ : 53 m brasañ : 202 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 2 882 (2006) |
| Stankter | |
Ar Faoued (Le Faouët e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e kanton ar Faoued e departamant ar Mor-Bihan. Pennlec'h Kanton ar Faoued eo.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
Dispac'h Gall [kemmañ]
- Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet ar Faoued da benn ur bann, seizh kanton ennañ: Ar Faoued, Gourin, Kernaskledenn, Langoned, Lannejenn, Prizieg ha Pleurdud [1].
XXvet kantved [kemmañ]
- 26 - 27 a viz Ebrel 1918: distrujet e voe an iliz gant an tan [2].
- 119 gwaz hervez marilhoù ar gumun, 148 hervez monumant Santez-Anna-Wened, 165 hervez monumant ar re varv eus ar gumun, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel [3].
- Repuidi-brezel: d'an 10 viz Even 1940 e oa 868 repuad er Faoued; 67 anezhe n'oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon [4]; daou diegezh yuzev a zeu eus rannvro Bariz da repuiñ er Faoued goude Skrapadeg ar Vélodrome d'Hiver e miz Gouere 1942. Dont a reont a-benn da chom hep bout serret ha gell a reont distreiñ da Bariz e dibenn bloaz 1944 [5].
- D'an 19 a viz Even e tegouezh al lu alaman er Faoued [6].
- D'an 8 a viz Meurzh 1944 e voe lazhet al livour Arthur Midy, hag e wreg d'e heul, gant ar Rezistañs abalamour d'an darempredoù stank o deveze gant an Alamaned [7].
- D'ar 1añ a viz Mae 1944 e voe manifestet er vourc'h a-enep d'an nazied gant kantadoù a dud [8].
- 7 a viz Mae 1944: ur rastelladeg a voe graet gant al lu alaman er vourc'h [9].
- Tro 70 a dud ag ar Rezistañs a voe barnet d'ar marv gant lez-varn al Lu alaman er Faoued, bet krouet d'an 20 a viz Even 1944, a oa he sez er Skol (Skolaj bremañ) Santez-Barban[10] [11].
- Ti-post: d'ar 28 a viz Ebrel e voe kemeret 26 000 Lur en ti-post gant tud ar Rezistañs, ha 352 195 Lur d'ar 17 a viz Mae [12].
- Dieubet e voe Ar Faoued d'an 3 a viz Eost 1944: an Alamaned a dec'has war-zu An Oriant, un nebeud anezhe a zizertas; steudadoù alaman a dreuzas ar vourc'h en euriadoù goude, evit mont ivez d'An Oriant [13].
Brezhoneg [kemmañ]
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1993.
- E distro-skol 2009 e oa enskrivet er c'hasoù divyezhek 12,5% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez [14].
- E distro-skol 2010 e oa 36 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (12,4% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) [15].
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
Skeudennoù eus Chapel santez Barban (XVvet kantved) [kemmañ]
Savadurioù all [kemmañ]
Tud brudet [kemmañ]
- Erwan Evenou;
- Livourion: Charles Rivière, Alphonse Le Leuxhe, Germain David-Nillet, Arthur Midy, Guy Wilthew, Emile Compard, Oscar Chauvaux, Sydney Curnow Vosper.
Tud bet ganet eno [kemmañ]
- Mari-Loeiza Tromel, Marion ar Faoued he lesanv dezhi, 6 a viz Mae 1717
Tud bet marvet eno [kemmañ]
- Arthur Midy, livour, lazhet gant ar Rezistañs d'an 8 a viz Meurzh 1944.
Douaroniezh [kemmañ]
Emdroadur ar boblañs 1790-2006 [kemmañ]
Melestradurezh [kemmañ]
Gevelliñ [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
Dave ha notennoù [kemmañ]
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965
- ↑ 1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 142
- ↑ 1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 94
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 118
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 39-45 en Centre-Bretagne, Liv' Editions, Ar Faoued, 2006, ISBN 978-2-84497-096-1
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët,1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 126
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn III, pajennoù 42-43-44
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 39-45 en Centre-Bretagne , Éditions Liv éditions , Le Faouët , ISBN-10: 2844970966
- ↑ Bundesarchiv
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 39-45 en Centre-Bretagne , Éditions Liv éditions , Le Faouët , ISBN-10: 2844970966
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.97
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn IV, pajennoù 24-25-26
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
- ↑ EBSSA