Skrapadeg ar Vélodrome d'Hiver

Eus Wikipedia
Plakenn e koun skrapadeg ar Vélodrome d'Hiver.

Skrapadeg ar Vélodrome d'Hiver (16-17 a viz Gouere 1942), pe skrapadeg ar Vel' d'Hiv', eo anv ar brasañ skrapadeg Yuzevien kaset da benn e Pariz gant ar gouarnamant gall, anvet gouarnamant Vichy neuze, e-kerzh an Eil Brezel-bed. Tennañ a ra e anv eus ar Vélodrome d'Hiver, savet e 1909 ha diskaret e 1959, e-lec’h ma voe bac’het ar Yuzevien skrapet e Pariz ha tro-war-dro.

E miz Gouere 1942 e voe aozet gant an Trede Reich an oberiad anvet « Avel an Nevezamzer » evit herzel Yuzevien e-leizh dre Europa. E Bro-C'hall e voe lakaet ar boliserien c’hall, gant gouarnamant Pétain, da ober war-dro ar skrapadeg. E Pariz, hag er vannlev tro war-dro, ez eo neuze 9 000 poliser hag archer a voe karget da serriñ ar Yuzevien : un 13 000 bennak a voe tapet ganto da brizonidi, 4 000 bugel en o zouez. Ne zistroas nemet nebeutoc'h eget kant den, ha bugel ebet.

Aozadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a emvod zo bet evit aozañ Skrapadeg ar Vel' d’Hiv' :

  • D’ar 4 a viz Gouere 1942 e sez ar Gestapo e Pariz : emgav zo bet etre René Bousquet, pennsekretour ar Polis broadel, Louis Darquier de Pellepoix, penngomiser an aferioù-yuzev, ar c’horonal SS (Standartenführer) Helmut Knochen, karget eus ar polis e Frañs hag ar c’habiten SS (Hauptsturmführer) Théo Dannecker.
  • D’ar 7 a viz Gouere 1942, e burevioù Dannecker e Pariz, bali Foch, etre Jean Leguay (eiler Bousquet), an Ao. Hennequin, rener ar polis-kêr hag an Ao. François, rener ar polis hollek, André Tulard, e-karg eus an aferioù-yuzev er prefeti, an Ao. Garnier, is-rener ar bitailhañ e prefeti Saena, an Ao. Guidot, komiser-polis e-mesk pennoù ar polis-kêr hag an Ao. Schweblin, rener ar polis gouestlet d’an aferioù-yuzev. Hervez ar c’habiten SS Dannecker en do ar boliserien c’hall da santiñ d’an urzhioù ha tra ken, daoust da vorc’hodennoù a c’hallfe bezañ war ar mod da aozañ an taol[1]. Ar Yuzevien a oa klask warno e oa ar re c'henedik eus Alamagn, Aostria, Polonia, Rusia, Tchekoslovakia, hag ar re deuet eus n’ouzer ket peseurt bro, oadet etre c’hwezek ha hanter-kant vloaz. War-bouez ar « fichennaoueg Tulard » emañ an nazied e-sell lakaat ar polis gall da serriñ 22 000 Yuzev e Pariz hag en-dro kêr, ha kas anezho da c'hampoù-bac’h gall Drancy, Compiègne, Pithiviers ha Beaune-la-Rolande. Adal 1940 e veze renablet gant melestradurezh Vichy chomlec'h an holl Yuzevien a oa o chom e Frañs en un doare sistematek. Evit bro Pariz e oa bet lakaet e-plas ar « fichennaoueg Tulard » evit-se, anvet ma oa e-giz-se diwar anv isrener servij an estrañjourien hag an aferioù-yuzev e prefeti-polis Pariz.
  • D’an 10 a viz Gouere 1942, e sez Penngomiserdi an aferioù-yuzev (CGQJ), en em vod an ofiserien SS Dannecker (bet lakaet ar gaoz gantañ war ar skrapadeg ivez gant Adolf Eichmann d’an deiz-se), Heinz Röthke, Ernst Heinrichsohn, Jean Leguay, Pierre Gallien (eiler Darquier de Pellepoix evit ar CGQJ), un nebeud pennoù eus ar prefeti-polis hag un toullad-all e anv an SNCF hag e anv Skoazell bublik ospitalioù Pariz.

Anavezet ez eus ivez daou fed melestradurel a zo bet kaset evit lakaat ar gwall-daol-se da vont endro:

  • An urzhioù roet gant Émile Hennequin, rener polis-kêr Pariz d’an 12 a viz Gouere 1942 d’ar boliserien evit aozañ ar skrapadeg. En e urzhioù eo meneget fraezh gant E. Hennequin e rank an taol bezañ kaset ar fonnusañ ar gwellañ, hep na vefe savet an disterañ evezhiadenn gant poliser ebet. Ar boliserien n’hallont ket kaozeal eus netra gant an dud da herzel, war-bouez gwiriañ o identelezh.
  • Egile eo ar c'helc’hlizher niv. 173-42, embannet d'an 13 a viz Gouere 1942, gant prefeti-polis Pariz evit reiñ urzh[2] da herzel ha bodañ 27 391 Yuzev estren o chom e Frañs.

Ar fedoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Archer gall o tiwall kamp Drancy ma oa bet dastumet ar Yuzevien skrapet.

Harzet e oa bet 12 884 Yuzev e korn-bro Pariz, en o zouesk 4 051 bugel, 5 802 blac'h ha 3 031 paotr, hervez mammennoù zo. Hervez ar prefeti-polis eo 13 152 den[3] a oa bet tapet en holl. Dont a reas un niver bras a Yuzevien a-benn da dec’hout kuit a-raok bezañ skrapet, lod o vezañ bet kelaouet eus an taol a-raok, lod all gras d’an diegi o deus bet poliserien pe archerien zo da gas o labour da bennvat, pe c’hoazh a-drugarez da sikour hiniennoù all na oant ket Yuzevien. Poanius-kenañ eo stad an dud harzet hag un c’hant bennak en em zistruj war ar prim. Darn a zo kaset gant kirri-boutin da gamp Drancy war-eeun, e norzh Pariz. Er velodrom « Vel’ d’Hiv » er XVvet arondisamant eo bac’het ar peurrest, war-dro 7 000 pe 8 000 den. Dalc’het eo ar re-mañ eno e-pad 5 devezh eus renk, en ur stad vantrus : n'eus ket bet roet boued dezho koulz lâret, pe re nebeut; un diouer bras a zour da evañ a zo ivez war al lec'h. Ar braz eus ar brizonnidi a ranke staotañ ha kac’hat er plas ma oant parket... Goude ar pemp devezh-pad eo ingalet ar brizonidi etre kampoù Drancy, Beaune-la-Rolande (Loiret) ha Pithiviers, a-barzh dispellañ anezho e Kampoù ar marv aozet gant an nazied, evel hini Auschwitz-Birkenau.

Ar skrapadeg-mañ a ya da ober ouzhpenn ar c’hard eus an 42 000 Yuzev kaset eus Frañs da Auschwitz e 1942. Diwar ar re-mañ eo 811 prizoniad hepken a chomo bev hag a zeuy war o c’hiz.

Kounaat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Igoret ez eus bet ur monumant-kounaat d’ar 17 a viz Gouere 1994 e Pariz, war ur vali e-kichen Kae Grenelle, anvet skwar Plasenn Merzherien-yuzev ar Vélodrome d'Hiver. Sevenet eo bet gant ar c’hizeller Walter Spitzer hag an tisavour Mario Azagury. Skeudennet ez eus warnañ tud merzheriet (bugale, mammoù dougerez, tud en oad). Kromm eo sichenn ar monumant evit reiñ da soñjal e roudenn ar velodrom a veze kerzhet warni gant sportourien redadegoù war velo a veze eno[4]. Ul lid a vez aozet dirak ar monumant-se bep bloaz war-dro ar 16 a viz Gouere.

E koun merzherien ar skrapadeg-se ez eus bet staliet ur blakenn-gounaat, gant Diazezadur evit Memor ar Shoah d’an 20 a viz Gouere 2008 en arsav-metro Bir Hakeim-Tour Eiffel[5].

Kiriegezh Frañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude enklaskoù an istorourien, evel Michaël R. Marrus ha Robert Paxton da skouer, eo splann eo gant pennoù gouarnamant Vichy, evel an Ao. Pierre Laval, eo deuet ar soñj kinnig kas bugale ar Yuzevien en dispell ivez, p’o doa goulennet an nazied kaout an oadourien hepken betek neuze.

E 1979 eo kehuzet Jean Leguay, dileuriat pennsekretour ar polis broadel René Bousquet el Lodenn aloubet, evit bezañ bet o kemer perzh en aozadur ar skrapadeg. Mervel a ra e 1993, a-raok bezañ bet barnet.

Kiriegezh ar Stad gall er skrapadeg-se hag er Shoah dre vras a zo anavezet ha bet lakaet war-wel gant meur a istorour. Anzavet hag embannet eo bet ar giriegezh-se war ar groaz, evit ar wech kentañ en un doare ofisiel, gant Prezidant ar Republik C'hall Jacques Chirac d’ar 16 a viz Gouere 1995, da-geñver al lid aozet dirak ar monumant-kounaat[6].

Filmoù ha telefilmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud filmoù a weler enno tammoù diwar-benn ar skrapadeg-se, en o mesk :

  • Les Guichets du Louvre : sevenet gant Michel Mitrani ; gant an aktourez Christine Pascal,
  • Monsieur Klein : sevenet gant Joseph Losey ; gant an aktour Alain Delon,

Re all a zo gouestlet d'ar skrapadeg end-eeun :

  • Les enfants du Vel d'Hiv' : sevenet gant Maurice Frydland ha Michel Muller e 1992,
  • La rafle du Vel d'Hiv : teulfilm sevenet gant Gilles Nadeau ha Jacques Duquesne e 2002,
  • La Rafle : sevenet gant Roselyne Bosch e 2010 ; gant an aktourien Jean Reno, Gad Elmaleh ha Mélanie Laurent.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor, eñvorennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Maurice Rajsfus
    • gant Robert Paxton, Vichy et les Juifs, emb. Calmann-Lévy, Pariz, 1981.
    • Jeudi noir, emb. L'Harmattan, Pariz, 1988 (ISBN 2738400396).
    • La Police de Vichy — Les forces de l'ordre au service de la Gestapo, 1940-1944, emb. Le Cherche Midi éditeur, 1995.
    • gant Jean-Luc Einaudi, Les Silences de la police. 16 juillet 1942, 17 octobre 1961, emb. L'Esprit frappeur, 2001, 85 p. (ISBN 2844051731).
    • La Rafle du Vél’ d’Hiv’, dastumadenn Que sais-je ?, emb. PUF, Pariz, 2003, 59 p.
  • Claude Lévy ha Paul Tillard, La Grande rafle du Vel' d'hiv', Pariz, emb. Robert Laffont, 1967, 47 p. hag emb. J'ai lu, niv. A195.
  • Annette Muller, La petite fille du Vel' d'Hiv, emb. Denoël, 1991, ISBN 2-7242-6761-3 ; Ademb. kresket e ti du Cercil, 2010.
  • Robert Weinstein ha Stéphanie Krug, Vent printanier : 39-45, la vérité qui dérange, emb. L'Harmattan, Pariz, 2009, 178 p. (ISBN 9782296081079).
  • Anna Traube, Évadée du Vel d'Hiv, emb. Le Manuscrit, Pariz, 2006 (ISBN 2-7481-5318-9).
  • Henri Husetowski, L'été chagrin, emb. Buchet Chastel, 2009.

Faltazi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Tatiana de Rosnay, Elle s'appelait Sarah, romant, emb. Héloïse d'Ormesson, ISBN 978-2-35087-045-8 ; (titl orin : Sarah's Key).
  • Alain Korkos, En attendant Éliane, romant, emb. Syros, 1996 ; ademb. Pocket Jeunesse, 2002.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kreizenn-diellaouiñ yuzev a-vremañ (CDJC) -CCCLXIV 2. Diell eus prosez Karl Oberg-Helmut Knochen e miz Gwengolo 1954, meneget gant Maurice Rajsfus e-barzh La Police de Vichy — Les forces de l'ordre au service de la Gestapo, 1940-1944, emb. Le Cherche Midi éditeur, 1995, pajenn 118
  2. Circulaire n°173-42 de la préfecture de police du 13 juillet 1942 doare PDF hag an destenn
  3. https://web.archive.org/web/20080703235953/http://www.aidh.org/Racisme/shoah/rafle/espoir01.pdf
  4. Monumant-kounaat skrapadeg ar Vel' d'Hiv', Ofis broadel ar vrezelourien gozh hag aberzhidi-brezel
  5. Testenn panell-gounaat rafl ar Vel’ d’Hiv’ er metro, en arsav Bir Hakeim-Tour Eiffel. Dalc'het eo bet al lid-se dindan ren Jean-Marie Bockel, sekretour-Stad ministrerezh an Difenn hag ar Vrezelourien gozh, e kompagnunezh Simone Veil, bet dispellet e-pad ar Brezel ha bet ministrez goude, prezidant Kuzul-dileuriañ ensavadurioù-yuzev Frañs (CRIF), Prezidant an Ensavadurioù evit Memor ar Shoah, David de Rothschild, prezidant koñsitoer-kreiz israelat Frañs ha Beate Klarsfeld
  6. Prezegenn Jacques Chirac d’ar 16 a viz Gouere 1995