Skrapadeg maouezed ar Vélodrome d'Hiver

Eus Wikipedia

Skrapadeg maouezed ar Vélodrome d'Hiver pe Skrapadeg maouezed Mae a c'hoarvezas d'ar 15 a viz Mae 1940 e Pariz ha dastumet e voe meur a vil maouez estren gant ar gouarnamant an Trede Republik c'hall er Vélodrome d'Hiver, a-raok o c'has da gamp Gurs. Dastumet e veze ar maouezed-se dre abegoù ekonomikel, politikel, pe relijiel ha graet e veze maouezed Mae anezho e kazetennoù Pariz an ampoent.

Kamp Gurs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kamp Gurs

Savet e oa bet ur c'hamp e Gurs, e kreisteiz Bro-C'hall, e-kichen Oloron-Sainte-Marie, neuze en departamant gall Basses-Pyrénées (deuet da vout Pyrénées-Atlantiques) gant gouarnamant Édouard Daladier entre ar 15 a viz Meurzh hag ar 25 a viz Ebrel 1939 evit serriñ soudarded republikan brezel Spagn goude kemeret ar galloud gant ar jeneral Francisco Franco.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]