Langoned
Eus Wikipedia
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Langoned | |
| Departamant | Mor-Bihan |
| Bro hengounel | Kerne |
| Arondisamant | Arondisamant Pondi |
| Etrekumuniezh | Kumuniezh-kumunioù Bro ar Roue Morvan |
| Bro 'Voynet' | Bro Kornôg Kreiz-Breizh |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Kanton Gourin |
| Kod INSEE | 56100 |
| Kod post | 56630 |
| Maer Amzer gefridi |
Christian Derrien 2008-2014 |
| Gorread | 8 540 ha = 85 4 km² |
| Hed ha led | 48° 06' 23" Norzh, 03° 29' 32" Kornôg |
| Uhelder | keitat : 180 m bihanañ : 104 m brasañ : 292 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 1 966 (2006) |
| Stankter | 22 |
Langoned a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
Dispac'h Gall [kemmañ]
- Lakaet e voe Langoned da benn-kanton gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 [1].
XXvet kantved [kemmañ]
- Brezel-bed kentañ: ur c'hamp-bac'h, un astenn eus hini an Henbont e oa, a voe digoret er gumun e 1914 evit derc'hel ennañ enbroidi eus ar stadoù o stourm ouzh Bro-C'hall [2] [3] ; beleion eus Alzas-Loren e oa un darn vat anezhe; en abati e voent serret [4].
- Eil Brezel-bed:
- Repuidi-brezel: d'an 10 a viz Even 1940 e oa 499 repuad e Langoned; 61 anezhe n'oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon 1940 [5];
- d'ar 24 a viz Mae 1944 e voe tapet 100 000 Lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs [6].
Brezhoneg [kemmañ]
- D’ar 27 a viz Genver 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Krennlavar [kemmañ]
- 'Ba' Langoned e vez lazhet ar bleiz gant un taol boned.
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
Douaroniezh [kemmañ]
Emdroadur ar boblañs 1790-1999 [kemmañ]

Melestradurezh [kemmañ]
Tud dibar [kemmañ]
- Garmenig Ihuellou, skrivagnerez vrezhonek.
- Alan Stivell, bet savet gantañ ur bladenn anvet E Langoned.
Gevelliñ [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
Dave ha notennoù [kemmañ]
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965
- ↑ diwar ar raktres bet graet gant ar gouarnamant gall e 1913, Jean-Claude Farcy, Les camps de concentration français de la première guerre mondiale (1914-1920), Pariz, Anthropos Economica, 1995
- ↑ kalz anezhe a oa fichennaouet er c'harnedoù "A" (dilezet e oa bet hemañ e 1909), pe "B"
- ↑ 1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 135
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 118
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.164