Henri Guiriec

Eus Wikipedia

Henri Guiriec, bet ganet d'ar 27 a viz Kerzu 1884 e Rosporden (Penn-ar-Bed) ha marvet d'an 11 a viz Mae 1960 e Langoned (Morbihan), a oa ur beleg katolik, un istorour hag ur skrivagner breizhat.

Beleget e voe e 1910 hag anvet e voe da gentañ e Gabon. Dre ma oa fall e yec'hed e tistroas da Europa, da Italia. Klañvdiour e voe e-pad ar Brezel-bed Kentañ. E 1922 e voe kaset da Haiti, d'ober skol e Port-au-Prince, met rankout a reas distreiñ da Europa adarre. Tremen a reas ar peurrest eus e vuhez e Langoned. Eno e reas enklaskoù diwar-benn istor ar vro hag embann a reas meur a levr.

Oberennoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Le Haut-Ellé, l'abbaye de Langonnet (istor bro Langoned, ar Faoued, Gourin), 1939
  • La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer
  • La Terre Sainte de Cornouaille de la Pointe du Raz au Menez Hom
  • Histoire de la Paroisse de Rosporden
  • La Cornouaille bigoudenne (Au pays de Pont-l'Abbé)
  • Au berceau de notre Cornouaille (De Crozon à Landerneau par Châteaulin)
  • La Cornouaille heureuse - Concarneau, Pont-Aven, Rosporden, Fouesnant, 1950
  • Histoire de Bretagne, 1946.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]