Porzh-Loeiz

Eus Wikipedia
Porzh-Loeiz gwelet ag an Oriant


Porzh-Loeiz
Ar wikadell.
Ar wikadell.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Port-Louis
Bro istorel Bro-Gwened Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton Henbont
Kod kumun 56181
Kod post 56290
Maer
Amzer gefridi
Daniel Martin
2020-2026
Etrekumuniezh An Oriant tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro an Oriant
Lec'hienn web http://www.ville-portlouis.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 672 ann. (2020)[1]
Stankter 2 497 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 42′ 26″ Norzh
3° 21′ 07″ Kornôg
/ 47.7072222222, -3.35194444444
Uhelderioù kreiz-kêr : 5 m
bihanañ 0 m — brasañ 14 m
Gorread 1,07 km²
Lec'hiañ ar gêr
Porzh-Loeiz

Porzh-Loeiz a zo ur gumun eus Breizh e departamant ar Mor-Bihan. Pennlec'h kanton Porzh-Loeiz e oa betek 2015.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Erwan Vallerie ː Locpezran, 1423; Loperan, 1466; Loperran, 1636

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"en glazur, e eor en arc'hant, heuliet ouzh kab gant teir flourdilizenn en aour treustellet"

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Un hent roman a gase eus Vorgium (Karaez bremañ) da v-Blabia (Porzh-Loeiz bremañ)[2].

Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Porzh-Loeiz e 1790[3]. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Porzh-Loeiz da benn ur c'hanton, hini Porzh-Loeiz (peder c'humun a oa ennañ: Groe, Pleheneg, Porzh-Loeiz ha Rianteg); e Bann Henbont e oa[4]. Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton, ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton[5]. Brasaet e voe Kanton Porzh-Loeiz e 1801 gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801)[6], dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e oa bet en Arondisamant an Oriant krouet e 1800[7].
  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant an eizh beleg katolik eus Porzh-Loeiz[8].

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ

  • 133 gwaz a Borzh-Loeiz da nebeutañ a varvas abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,30 % eus he foblañs e 1911; pevar milour a varvas e-pad Emgann Diksmuide e 1914[9].
  • 43 milour a varvas e 1915[10].
  • 14 bag-pesketa eus Porzh-Loeiz, dundeeed dreist-holl, a voe kaset d'ar strad gant al listri-spluj alaman[11].

Eil Brezel-bed

Monumant ar re fuzuilhet
  • D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korfoù marv 69 ezel eus ar Rezistañs bet boureviet ha fuzuilhet gant al lu alaman; c'hwec'h anezhe, gant ur vaouez marteze en o mesk, a chomas dianv[14],[15]; kavet e voe relegoù unan arall, ur vaouez, diwezhatoc'h.
  • Mervel a reas 34 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel, unan anezhe, ur vaouez, e kamp-bac'h Auschwitz (Polonia) e 1943 dre m'he doa kemeret perzh er Rezistañs[16], hag un archer en Hamburg en Alamagn d'an 8 a viz Mae 1945, evit an hevelep abeg[17].

Trevadennoù

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savadurioù relijiel katolik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Chapel Sant Pêr, 1859.
  • Iliz Intron-Varia-Gorroidigezh, XVIIvet kantved, adsavet e 1918-1921 goude bout bet distrujet gant an tan d'ar 1 a viz Mae 1918.

Gwikadell Porzh-Loeiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • An ti-kêr.

Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aubert

ur c'habiten- lestr e 1727, komandant e Porzh-Loeiz

"en aour e dri penn gadgi en sabel".
Barrère,

ul letanant ar Roue e 1717

"En glazur e c'hadgi en argant gwakoliek en aour, en e goazez war ur savenn geotet, savet e bav dehoù hag o sellout ouzh ur steredenn en argant ouzh kab dehoù; e gab gwezboellet etre aour ha gul a deir rezenn"

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, h.d., (e galleg), pajenn 16
  3. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 299
  4. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 36
  5. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187
  6. Cassini - EHESS - Porzh-Loeiz - Fichenn ar gumun
  7. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 299
  8. André Maurey, Philippe Lapresle, Anne-Marie Pernel ha Claire Duval, Caudan-Lanester en Révolution (1789-1795), 1991, pajenn 74
  9. L'Histoire du Pays du Port-Louis
  10. Le Télégramme, d'an 12 a viz Kerzu 2015
  11. L'Histoire du Pays du Port-Louis
  12. Pertes USAAF
  13. Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 620
  14. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
  15. Info Bretagne.com
  16. memorialgenweb – Fichenn hiniennel
  17. memorialgenweb – Fichenn hiniennel
  18. memorialgenweb - Monumant ar re varv
  19. Histoire de Port-Louis