Plourae

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Plourae
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Arondisamant Pondi
Kanton Kanton Gourin
Kod kumun 56170
Kod post 56770
Maer
Amzer gefridi
Michel Morvant
2008-2014
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Bro ar Roue Morvan
Bro velestradurel Bro Kornôg Kreiz-Breizh
Poblañsouriezh
Poblañs 1 108 ann. (2011)[1]
Stankter 28 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 08′ 47″ Norzh
3° 23′ 12″ Kornôg
/ 48.1464, -3.3867
Uhelderioù kreiz-kêr : 197 m
bihanañ 170 m — brasañ 296 m
Gorread 39,09 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Plourae
Map commune FR insee code 56170.png

Plourae zo ur gumun eus Breizh e kanton Gourin, met e Bro-Wened, hag e departamant ar Mor-Bihan, 12 kilometrad eus bourk Rostrenenn hag 50 kilometrad eus Pondivi. Er c'huzh-heol e tremen ar stêr Ele. Er c'hreisteiz ez eus torgennoù hag a ra an disparti etre red an Ele ha hini an Aer: 296 metr e-kichen Kerroc'h.

Kumunioù amezek[kemmañ]

Istor[kemmañ]

Dispac'h Gall[kemmañ]

  • Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Langoned; e Bann ar Faoued e oa; dilamet e voe kanton Langoned e 1801 ha lakaet ar gumun e kanton Gourin bet brasaet ha miret gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Plourae en Arondisamant Pondi bet krouet e 1800 [2] [3].

XXvet kantved[kemmañ]

  • Eil Brezel-bed:
    • Repuidi-brezel: d'an 10 a viz Even 1940 e oa 450 repuad e Plourae; 32 anezhe n'oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon 1940 [4];
    • d'ar 26 a viz Ebrel 1944 e voe tapet 24 150 Lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs, ha 595 Lur d'an 10 a viz Even 1944 [5].
    • Strouezheg: fuzuilhet e voe gwazed ag ar Rezistañs d'ar 24 a viz Even 1944 e Rozkev e Lannejenn; 17 e oant, en o mesk c'hwec'h gwaz yaouank eus Blankenberge (Flandrez Belgia), Georges Sandelé, René Mestdagh, Camille De Corte,Raymond Marmenout, Louis Dehenauw ha Jean de Coninck, bet tapet gant an Alamaned p'o doa taget paotred ar strouezheg e Plourae [6]; unan anezhe, Jean de Coninck, gloazet hepken, a c'hell tec'hout. Kuzhet ha sognet e voe gant tud ar vro betek an Dieubidigezh. Daou gorf a zo chomet dianv.
  • 2010: d'an 13 a viz Du 2010 e voe 2 000 den o vanifestiñ a-enep ar gompagnunezh GDE a fell dezhi douarañ lastez e pradoù ar gumun.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ]

Douaroniezh[kemmañ]

Emdroadur ar boblañs 1793-2011[kemmañ]

  • Izelvroiz zo o tont da chom war o leve er vro [7].

Melestradurezh[kemmañ]

Tud[kemmañ]

Gevelliñ[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Dave ha notennoù[kemmañ]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 277
  3. Cassini - EHESS - Plourae - Fichenn ar gumun
  4. Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 118
  5. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 278
  6. Association Mémoire du canton du Faouët, 39-45 en Centre-Bretagne, pajennoù 219 ha 220, levrenn III, Éditions Liv éditions , Le Faouët , ISBN-10: 2844970966 hag ISBN-13: 978-2844970961 (e galleg)
  7. Environnement-Info