Rostrenenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Rostrenenn
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
Ti-kêr Rostrenenn.
Ti-kêr Rostrenenn.
Ardamezioù
Melestradurezh
Bro istorel Kerne
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Rostrenenn
Kod kumun 22266
Kod post 22110
Maer
Amzer gefridi
Jean Paul Le Boëdec
2008-2014
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Kreiz Breizh
Poblañsouriezh
Poblañs 3 392 ann. (2007)
Stankter 105 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 48° 14′ 08″ Norzh
3° 19′ 05″ Kornôg
/ 48.235436, -3.318134
Uhelderioù krenn : m
bihanañ 152 m — brasañ 262 m
Gorread 32,17 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Rostrenenn
Map commune FR insee code 22266.png

Rostrenenn zo ur gumun e departamant Aodoù-an-Arvor hag unan eus kêrioù brasañ Kreiz-Breizh, 4 000 annezad dezhi. Ur barrez eus Eskopti kozh Kerne a-raok 1790 ha kêr-benn ar Vro Fisel eo. Distaget e vez /rɔs'trɛn/ gant tud ar vro ha meur a hini all.

Taolenn

Istor [kemmañ]

Deroù [kemmañ]

E-pad ar prantad Gall-ha-Roman, eo deuet da vezañ Rostrenenn ur c'hroazhent asamblez gant Karaez (Vorgium) abalamour d'ar marc'had dreist-holl. Dont a ra Rostren da vezañ ur gêriadenn da vat pa 'vez savet ur c'hastellig e koad-prenn e-kichen ur stank, an ti-kêr a vez kavet bremañ er plas-se. Ar c'hastellig-se a zo bet savet gant ur baron er VIIvet kantved goude Jezuz-Krist.

Baronelezh ha kastell [kemmañ]

En XIvet kantved, e vo savet un tour-meur e plas ar c'hastellig. Galloudus e teuas baronelezh Rostrenenn da vezañ d'ar mare-se pa oa e varon (Riwalon aet da senesal Breizh e 1068). En em ledañ a rae levezon baronelezh Rostrenenn war pevar kanton betek an Dispac'h gall e 1789. Ar c'hastell a oa kelc'hiet gant mogerioù-difenn uhel hag gant ar stank bepred. Lod eus baroned a Rostren o deus bet ur pouez talvoudus en istor : Jafrez a Rostrenenn e-pad an Eizhvet kroaziadeg (en XIIIvet kantved), ar baron Pêr VI hag a vrezele gant Beltram Gwesklin (e 1370) hag ar baron Pêr VIII, letanant an armeoù gall, ivez, a skarzhas ar Saozon eus Frañs kuit gant Janed Ark.

E 1581, Toussaint de Beaumanoir, mestr-kamp armeoù ar Roue ha baron Rostren, a greñvaas an tour-meur. E 1592, e-pad 3 vloavezh e zalc'has ar c'hastell ouzh an enebourien. Met en trede vloavezh, e kouezhas ar c'hastell en e boull ha distrujet e voe evit ma c'hellfe ket implijout ken. Distrujet e oe da vat diwar urzh ar roue gall Herri IV e 1601, dindan Hélène a Rostren, merc'h Toussaint. Ur c'hastell nevez evit an annez a oe savet gant un embregour o chom e Kemper diwar goulenn an dugez a Elbeuf, baronez Rostren en XVIIIvet kantved. Ar baroned ziwezhañ a chomas er c'hastell-se betek an Dispac'h gall. Un toull-bac'h a voe graet outañ (evel Kampostal), ti an archerien a vo staliet e-barzh da c'houde. [Tudjentil]]ed ar vro a voe toull-bac'het er c'hastell e-pad an dispac'h gall.

E-pad labourioù kanol Naoned-Brest e servije ar c'hastell da bareañ ar brizonidi politikel, un ospital e oa d'ar mare-se. Implijet eo bet ivez evel skol ar merc'hed betek 1935, skoliatet e vezent goude en ur savadur nevez: ar skol Edouard Herriot. Ar c'hastell en deus servijet evit bezañ skol an holl vugale e-pad an Eil brezel-bed, ar c'h/kommandantur o vezañ e skol ar merc'hed. Ar peurrest eus ar c'hastell a zo bet distrujet evit sevel an ti-post.

XIXvet kantved [kemmañ]

XXvet kantved [kemmañ]

Ti-gar Rostren e 1900
  • Eil brezel-bed: yuzevion a gavas repu e Rostren e-pad ar brezel; unan anezhe, dimezet gant ur plac'h eus ar vro, avoe flatret ha serret, mervel a reas en Auschwitz; ur vamm hag he div blac'hig a c'hellas chom kuzhet betek an Dieubidigezh [1].

Diorroadur [kemmañ]

En em ledet eo ar gêr tro-dro ar c'hastell, dreist-holl war dorgenn ar Miniou (263 metrad uhelder). A-raok an Dispac'h gall e veze korvoet ar c'hoadeier a oa tro-war-dro, diorroet eo ar gêr dre-se. 900 annezad a oa da vare an Dispac'h gall. E 1790, e teu Rostren da vezañ ur c'humun. Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Rostrenenn da benn ur bann [2]. Krouet voe neuze un takad evit labourat an douar, Rostrenenn o vezañ e kreiz. A drugarez da diorroadur ar c'hehentiñ eo dienezennet ar gêr. Diorroet 'vez ar skoliatañ ivez, degas a ra skolidi ha studierien. Dont a ra da vezañ Rostrenen ur gêr artizanel ha kenwerzhel, da Meurzh e c'heller kavout ar marc'had e pep lec'h e kêr. Ur vediaoueg brav-tre a zo bet savet e 1993.

Tud bet ganet e Rostrenenn [kemmañ]

Emdroadur ar boblañs [kemmañ]

Niver a annezidi

Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]

  • Iliz katolik Itron Varia an Dreineg, savet er XIVvet-XVIIvet-XIXvet kantvedoù. Bet chapel ar c'hastell-kreñv
  • Feunteun (XVIvet kantved)
  • Chapel Sant Jakez (XVvet kantved)
  • Chapel e Lokmaria-Gaudin (XVvet kantved)
  • Tiez kozh (XVIIvet kantved)
  • Maner Kampostal

Relijion [kemmañ]

Burzhud miz Kerzu 1300 hag ar pirc'hirindedoù [kemmañ]

E miz Kerzu 1300 e kavas un den un delwenn ar Werc'hez Varia e kreiz un dreineg. Pa oe lakaet an delwenn e chapel ar c'hastell e oe pirc'hirined o tont da azeuliñ Itron Varia an Dreineg. Pardon ar Werc'hez a vez dalc'het bep 15 a viz Eost.

Fisel.jpg

Brezhoneg [kemmañ]

Ya d'ar brezhoneg [kemmañ]

Deskadurezh [kemmañ]

  • Ur skol zivyezhek publik a zo eno abaoe 1984.
  • E distro-skol 2009 e oa enskrivet er skolioù divyezhek 33,3% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez [3].
  • E distro-skol 2010 e oa enskrivet 129 skoliad er c'hlasoù divyezhek (32,1% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) [4].

Ar festival Fisel [kemmañ]

Ur festival anavezet e Breizh a-bezh a vez bep bloaz e Rostrenenn, hini an dañs fisel evel-just. E 2007 eo bet dalc'het ar 35vet festival fisel e Rostren, etre an 23 betek ar 26 a viz Eost 2007.
E 1969 eo bet dalc'het kentstrivadeg kentañ an dañs Fisel e Loudieg hag ar bloavezh goude e Bonen. Eus Bonen eo bet goude lakaet e Mêl-Karaez e 1972, met re vihan e teuas da vezañ sal ar gumun evit an dañserien. Goude-se eo bet kaset da Rostrenenn. Hengounel eo an dañs fisel e Rostren ha tro-war-dro, e Groñvel, e Plougernevel, Plevin, hag all....

Gevelliñ [kemmañ]

Liammoù diavaez [kemmañ]

Notennoù ha daveoù [kemmañ]

  1. "Le Télégramme", 29 a viz Ebrel 2013
  2. J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
  3. Ofis ar Brezhoneg
  4. Ofis ar Brezhoneg