Pleurdud

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kumunioù Breizh
Pleurdud
Blason ville fr Ploërdut (Morbihan).svg
Departamant Mor-Bihan
Bro hengounel Bro-Gwened
Arondisamant Arondisamant Pondi
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Bro ar Roue Morvan
Bro 'Voynet' Bro Kornôg Kreiz-Breizh
Pastell-vro votiñ
Kanton Kanton ar Gemene
Kod INSEE 56163
Kod post 56160
Maer
Amzer gefridi
Jean-Luc Guilloux (Strollad Sokialour Gall)
2008-2014
Gorread 7 583 ha = 75 83 km²
Hed ha led 48° 05' 19" Norzh, 03° 17' 14" Kornôg
Uhelder keitat : 212 m
bihanañ : 114 m
brasañ : 285 m
Poblañs hep kontoù doubl 1 239
(2006)
Stankter 16

Pleurdud a zo ur gumun eus Breizh e Kanton ar Gemene e departamant ar Mor-Bihan.

Taolenn

Istor [kemmañ]

XVIIvet kantved [kemmañ]

  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Pleurdud, François Roüan e anv, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz [1] .

Dispac'h Gall [kemmañ]

Lakaet e voe Pleurdud da benn-kanton gant lezenn an 23 a viz Eost 1790 [2].

XXvet kantved [kemmañ]

Eil Brezel-bed:

  • Repuidi-brezel: d'an 10 a viz Even 1940 e oa 357 repuad e Pleurdud; 8 anezhe n'oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon 1940 [3];
  • 1944:
    • d'ar 15 a viz Mae e voe tapet 53 180 Lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs, 25 950 Lur d'ar 6 a viz Even ha 4 000 Lur d'an 29 a viz Gouere, ar re-mañ a voe rentet d'ar 5 a viz Gwengolo [4];
    • e miz Even 1944, daou zen eus ar Rezistañs a zo bet lazhet gant an Alamaned; ur paotr all a voe lazhet p'edo o klask tec'hout;
    • d'an 31 a viz Gouere e teu kantadoù a vilourion alaman da dagañ paotred ar strouezheg e Moustoer-Riallan; daou zen eus ar Rezistañs a zo lazhet, met an Alamaned a goll tregont soudard, lod anezhe lazhet, ar re all gloazet hepken [5].

Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]

Douaroniezh [kemmañ]

Emdroadur ar boblañs 1962-2006 [kemmañ]

Niver a annezidi

Melestradurezh [kemmañ]

Tud [kemmañ]

Gevelliñ [kemmañ]

Liammoù diavaez [kemmañ]

Dave ha notennoù [kemmañ]

  1. Arthur Le Moyne de La Borderie , La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  2. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965
  3. Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 119
  4. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.263
  5. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 53-55