Ildud
Ildud (pe Iltud) a oa ur sant brezhon , deuet eus Enez Vreizh da Arvorig (pe marteze ar c'hontrol), e dibenn ar Vvet pe penn-kentañ ar VIvet kantved. Anavezet eo ivez evel diazezer un abati e kreisteiz Kembre, e Llanilltud Fawr, e Morgannwg, ma voe desket brasañ sent Breizh. Un den a bouez bras e oa eta abalamour da efedoù e labour hag e levezon war tud a voulc'has istor Breizh.
Taolenn |
E anv [kemmañ]
Kavet e vez doareoù-skrivañ all : Illtyd, Eltut, ha Hildutus e latin.
Istor ha mojenn [kemmañ]
Hervez skrid latin Buhez Samzun, eus ar VIIvet kantved avat, e vije bet diskibl da Jermen Auxerre a deuas da Enez Vreizh da brezeg. Kement-se ne dalv ket e vije bet kelennet war-eeun gant an eskob galian. War a gomprener e oa bet soudard ha dimezet kent bout abad manati Llanilltud Fawr, e Kembre, ma voe skoliet menec'h ha sent e-leizh hag a eas goude da avielañ Kernev-Veur ha Breizh. Kelenn a rae ar Skritur Sakr hag ar brederouriezh eno moarvat dre ma oa desket warno.
Meur a skrid zo eus Buhez Ildud, hag an hini koshañ a zo eus 1140, ma kaver mojenn kentoc'h evit istor. Kontet eo penaos e treizhas da Vreizh gant lestradoù ed abalamour d'an naonegezh a oa eno. Hervez ar skrid e oa mab d'ur priñs brezhon arvorigat anvet Bican Farchog, e voe brezelour gant e genderv ar roue Arzhur, hag e savas bec'h etrezaén ha sant Cadoc en abati Llancarfan . Gant ur vandennad e teuas Ildud da breizhata an abati, ha redek a reas ar venec'h war o lerc'h. En ur c'hoad e tigoras an douar dindan treid ar breizherien, lonket e voent holl nemet Ildud. Cadoc a lavaras e begement da Ildud, penaos en doa ankouaet e relijion, hag ar brezelour mezhekaet da vanac'h, un tamm evel Ignacio de Loyola en un amzer all, en ur vro all.
Levezon [kemmañ]
En un amzer ma ne oa ket a skolioù ha ma ne veze kenteliet nemet bugale ar re binvidik ne oa nemet manati Ildud a oa an tostañ tra d'ur skol uhel. E-touez e studierien e oa
- tud a eas da Gernev-Veur : Petroc, Piran, Morwenna.
- tud a eas da Arvorig, goude bet e Kernev-Veur ur pennad alies: Brieg marteze, met Paol Aorelian ha Samzun a dra sur, ha Magloar, Gweltaz , Kadou, Luner, tud a ouenn uhel an holl anezho, ha dezho diskibien ivez ...
- tud a chomas e Kembre, evel Dewi ha Baglan
Lidet e vez d'ar 6 a viz Du.
Anv-badez [kemmañ]
Un anv-badez brezhonek eo Ildud. Kavout a reer ivez stummoù kevrennek evel Yann-Ildud.
Anvioù-lec'hioù [kemmañ]
Chomet eo an anv e lec'hioù zo:
Breizh [kemmañ]
- e Leon:
- an Aber-Ildud
- parrez Lannildud
- e Treger:
- e Trogeri, iliz Sant Ildud
Kembre [kemmañ]
Lennegezh [kemmañ]
Unan eus harozed Buchedd Garmon, pezh-c'hoari Saunders Lewis diwar-benn Jermen Auxerre, eo Iltud, gant Paulinus Kembre.
Lennadurezh [kemmañ]
- Léon Fleuriot, A Dictionary of old breton – Dictionnaire du vieux breton Part 1, Toronto Prepcorp Limited 1985, page 15.