Arthur Le Moyne de La Borderie

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
La Borderie

Arthur Le Moyne de La Borderie (bet graet alies anezhañ Arthur de La Borderie), Den meur war istor Breizh eus Vitré (Gwitreg) (1827-1901), tad istor Breizh. Ar Borderie zo anv un takad douar e kumun Étrelles. Bet eo bet ivez un den politikel, kuzulier ti-kêr, hag dilennad Il ha Gwilun e takad Vitré. Levezoniñ kalz a raio an emsav rannvroelour ha da c'houde an hini broadelour. Moien zo da laret en deus c’hoazh ul levezon bras hiziv e-touez ar vrezhoned da gwelloc'h kompren o istor. Setu e labour ramzel kaset a-benn gantañ: e 6 levrenn (miledou a bajennou) pellgargapl war lec’hienn bibnum. Univ Rennes2.(hag o zrugarekaat a rankomp evit al labour skaniñ).

Buhez Arzhur ar Borderie[kemmañ]

Goude studiou gwir e skolveur roazhon e za da Skol Chartes. An hini kentañ (gwellañ) d’an arnodennou e 1852. En diellou departamant Naoned e labouro eus 1853 da 1859. Seveniñ a raio kevredigezh arkeologiezh hag istorel il ha gwilun, bez e vo prezidan eus 1863 betek 1890, e labouriou fonus, war amzeriou kozh Breizh a roio brud vad dezhañ da vezhañ enored istorour meur Breizh. Diskouachañ a rai diellou liez war an amzer-grenn hag o studiañ spis a benn displegañ darvoudou ar rouantelezh hag an dugelez Brezhon. Hervez en defe klasket kuzat ha diverkañ alies levezon ar franked hag ar c’hallaoued war an ensavaduriou breizhad. Levezoniñ kalz a raio an emsav ranvroelour o tont hag da c'houde an hini Broadelour betek iziv an deiz. Nerzh a gaso d’an enklaskou war kemmen dachen ha levezoniñ rai ur bern tud war o sell eus istor Breizh. Renner oa eus ar gelaouenn en devoa krouet d’an oad a 25 bloaz : Revue de Bretagne et Vendée embannet adal 1867 betek 1900.

Den politikel[kemmañ]

Dilennet e vo da guzul departamant Il ha Gwilun eus 1864 betek 1871 hag adal ar memes bloavezh dilennet kannad e Vitre betek 1876. Kirieg e vo eus ar c’homision studi parlamantel biskrivet entre 1872 hag bet embaned e 1874, o labourat war actou ar gouarnamant difenn broadel, spisoc’h c'hoazh war Kamp-bac’h Konli : lec’h ma voe dalc’het prizonidi brezhon en ur c’hamp bac’h un 50 mil bennak, stanket e doareou spontus ha dizennel e 1871, ha ma varvo gant an naon hag eus ar c’leñvejou bern anezho. (un engravadur brudet eus kamp-bac’h Konli zo da welet e mirdi Kemper, graet gant Jan Moulin). Eus an tu dehou ez oa, katolik ha roueelour, ne c’hwitae ket an tu bewech da flemmañ pe da vurutellañ ar pennaenou republikan gall. E 1875 e voto enep d’ar kraf a anv Wallon hag a gadarnao ar stumm republikan an ensavaduriou, ne gemero ket perzh er votadegou al lezennou bonreizhel ha zeuio da heul. N’em ginnigo ket adare e 1876. E 1873 ec’h adsavo ar gevredigezh vrezhon hag a voa bet dispennet dindan renad gouarnamant Napoleon III e 1859, rak en devoa douetans outi.

Liamm diavaez[kemmañ]

Setu amañ e labour, miliadoù a bajennoù war istor Breizh, aes da bellgargañ : Levraoueg Skol-veur Roazhon 2