Meurzh (miz)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Meurzh
1 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30 31        


Meurzh, livadur eus an Très Riches Heures du duc de Berry
Genver · C'hwevrer · Meurzh · Ebrel · Mae · Mezheven · Gouere · Eost · Gwengolo · Here · Du · Kerzu


Miz Meurzh eo trede miz ar bloaz hervez an deiziadur gregorian. An eil eus ar seizh miz a zo 31 deiz (un deiz ha tregont) enne eo. Er bloavezhioù bizeost e krog Meurzh er memes deiz evel miz Du, hag er bloavezhioù ordinal er memes deiz evel C'hwevrer.
Ar miz ma krog an nevezamzer eo ivez. D'an 19, pe 20, pe 21, emañ ar gedez.

Gerdarzh[kemmañ]

Dont a ra eus anv ar miz latin Martius, savet diwar anv Mars, anv an doue Meurzh e relijion Roma an Henamzer.

Istor[kemmañ]

Miz Meurzh e oa anv ar miz kentañ e Roma gozh, miz an nevezamzer, ha hini ar brezelioù: echu ar goañv, dousoc'h an amzer, izeloc'h an dour er stêrioù, gallout a rae an armeoù mont dre ar maezioù adarre.

Genver a zeuas da vout kentañ miz ar bloaz en amzer ar roue Numa Pompilius (war-dro 713 kent JK), pe dindan an Decemvires war-dro 450 kent JK: disheñvelder zo en testenioù ar skrivagnerien roman.

Kregiñ a rae ar bloaz d'ar 1añ a viz Meurzh e Rusia betek dibenn ar XVvet kantved. Betek 1752 e kroge d'ar 25 a viz Meurzh e Breizh-Veur hag he zrevadennoù, goude e voe graet gant an deiziadur gregorian.

Meur a sevenadur ha relijion a laka ar bloaz da gregiñ e miz Meurzh.

Koulz-amzer[kemmañ]

  • D'an 21 a viz Meurzh emañ deiz kentañ an Nevezamzer en Hanterzouar an Norzh.
  • En Hanterzouar ar C'hreisteiz e klot miz Meurzh gant miz Gwengolo.