13 Meurzh
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1781 : gant ar steredoniour Wilhelm Herschel eo kavet ar blanedenn Uranus.
- 1921 : dizalc'hiezh Mongolia.
- 1938 : Anschluss Aostria gant an 3e Reich
- 1940 : sinet ar peoc'h etre an URSS ha Finland
- 1954 : deroù Emgann Dien Bien Phu etre soudarded ar Viet Minh hag an arme gall.
- 1994 : tapet rekord Bro-C'hall er goudor al lamm uhel (2,35 m) gant ar Breizhad Jean-Charles Gicquel, e Pariz.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1900 : Giorgos Seferis, skrivagner gresian, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh
- 1904 : René Dumont, saver an ekologiezh politikel e Bro-C'hall († 18 a viz Mezheven 2001 e Fontenay-sous-Bois).
- 1941 : Mahmud Darwich, barzh arabek eus Palestina († 9 a viz Eost 2008 e Houston (Stadoù Unanet)).
Marvioù [kemmañ]
- 1711 : Nicolas Boileau, barzh ha skrivagner gall (° 1añ a viz Du 1636 e Pariz).
- 1879 : Adolf Anderssen, mestrc'hoariour echedoù alaman (° 6 a viz Gouere 1818 e Breslau (Impalaeriezh alaman d'ar mare-se)).
- 1927 : Gabriel Le Febvre Gab Liskildry, barz (° 1863).
- 1983 : Louison Bobet, reder marc'h-houarn.
- 1990 : Bruno Bettelheim, bredelfennour aostrian-amerikan (° 28 a viz Eost 1903 e Vienna (Aostria-Hungaria d'ar mare-se)).