1añ Meurzh
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1565 : savidigezh kêr Rio de Janeiro.
- 1580 : kentañ embannadur Les Essais gant Michel de Montaigne.
- 1815 : Napoleon Iañ a zistro diouzh e harlu war enez Elba hag a zilestr e Provañs.
- 1896 : kavet eo ar skinoberiantiz gant ar Gall Henri Becquerel.
- 1902 : enaouet eo Tour-tan Enez-Werc'h.
- 1979 : referendomoù e Kembre hag e Skos war an emrenerezh kinniget dezho gant gouarnamant Londrez : 33% a-du e Skos,12% a-du e Kembre.
- 1987 : krouidigezh ar chadenn skinwel c'hall Métropole Télévision S.A. pe M6 c'hoazh.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1445 : Sandro Botticelli (Alessandro di Mariano di Vanni Filipepi e anv gwir), livour italian († 17 a viz Mae 1510 e Firenze).
- 1810 : Fryderyk Franciszek Chopin, pianoour ha sonaozer poloniat († 17 a viz Here 1849 e Pariz).
- 1904 : Glenn Miller, trombonour ha penn lazh-seniñ jazz amerikan († 15 a viz Kerzu 1944 a-us da Vor Breizh a-hervez).
- 1911 : Rina Ketty (Cesarina Picchetto hec'h anv gwir), kanourez c'hall († 23 a viz Kerzu 1996 e Cannes (Alpes-Maritimes)).
- 1922 : Yitzhak Rabin, milour ha politikour israelat bet tapet Priz Nobel ar Peoc'h gantañ e 1994 († (drouklazhet) 4 a viz Du 1995 e Tel Aviv).
- 1927 : Harry Bellafonte (Harold George Bellanfanti, Jr. e anv gwir), aktour ha kaner-sonaozer amerikan.
- 1934 : Jean-Michel Folon, arzour belgiat († 20 a viz Here 2005 e Monako).
- 1941 : Maaja Ranniku, meurc'hoarierez echedoù estonian († 24 a viz Here 2004 e Tallinn (Estonia)).
- 1964 : Paul Le Guen, melldroadour etrebroadel ha gourdoner breizhat.
- 1987 : Daniël Stellwagen, mestrc'hoarier echedoù izelvroat.
Marvioù [kemmañ]
- 1244 : Gruffudd ap Llywelyn Fawr, priñs Gwynedd (° e-tro 1198-1200).
- 1510 : Dom Francisco de Almeida, milour hag ergerzher portugalat (° e-tro 1450 e Lisbon).
- 1643 : Girolamo Frescobaldi, klavisimer, ograouer ha sonaozer italian († 9 a viz Gwengolo 1583 e Ferrara (Italia)).
- 1875 : Tristan Corbière (Édouard-Joachim Corbière e anv gwir), barzh gallek a Vreizh (° 18 a viz Gouere 1845 e Montroulez).
- 1914 : Gwilh ar C'hoad, pastor ha skrivagner a Vreizh bet troet an Testamant Nevez (1883) hag ar Bibl (1884) e brezhoneg gantañ (° 27 a viz Eost 1845 e Tremael).
- 1964 : Peter Arsenievich Romanovski, mestrc'hoarier ha kelennour echedoù soviedat (° 29 a viz Gouere 1892 e Sant Petersburg (Impalaeriezh rusian d'ar mare-se)).
Lidoù ha darvoudoù [kemmañ]
- Devezh broadel :
- Kembre : Gouel Dewi (Dydd Gŵyl Dewi).
- Bosnia-ha-Herzegovina (e koun an dizalc’hiezh e 1992).
- Sent an deiz :
- sant Divi (paeron Kembre).
- santez Nonn, mamm sant Divi.
- santez Maelaria, penitiourez e Dirinonn (Vvet kantved).
- sant Monan, sant skosat.
- sant Albin, eskob Angers, a orin eus Breizh († 550).
- Penn kentañ an nevez-amzer evit ar veteorologourien.