6 Meurzh
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1447 : Nikolaz V anvet da bab
- 1521: dizoloet Guam gant Fernão de Magalhães
- 1869 : Dmitri Mendeleev a ginnig e daolenn beriodek an elfennoù da Gevredigezh Kimiourien Rusia.
- 1946 : Hô Chi Minh a sin un emglev gant Frañs evit anavezout Viêt Nam evel ur stad emren eus Kevredad Indezsina en Unaniezh C'hall.
- 1957 : Mont a ra Aod an Aour ha Togoland, div drevadenn eus ar Rouantelezh-Unanet, d'ober stad dizalc'h Ghana.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1405 : Yann II, roue Kastilha.
- 1475 : Michelangelo Buonarroti, anvet peurvuiañ Michelangelo, livour italian († 1564).
- 1619 : Savinien Cyrano de Bergerac, skrivagner gall († 28 a viz Gouere 1655 e Sannois).
- 1701 : Louis-René de Caradeuc de La Chalotais, den a lezenn ha difenner gwirioù Breizh († 12 a viz Gouere 1785 e Roazhon).
- 1841 : Charles-Augustin de Coulomb, fizikour gall († 1902).
- 1904 : Jose Antonio Agirre, a voe prezidant kentañ gouarnamant Euskadi († 22 a viz Meurzh 1960).
- 1928 : Gabriel García Márquez, skrivagner eus Kolombia, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh.
Marvioù [kemmañ]
- 1836 : Davy Crockett, brezelour ha politikour amerikan (° 1786).
- 1930 : Marianna Abgrall, skrivagnerez vrezhonek (° 1850).
- 1950 : Albert Lebrun, den-stad gall ha 15vet Prezidant ar Republik C'hall (° 29 a viz Eost 1871 e Mercy-le-Haut (Moselle d'ar mare-se)).
- 1959 : Florian Le Roy, skrivagner gallek.
- 1965 : Sonja Graf, mestrc'hoarierez echedoù a-vicher alaman, arc'hantinat hag amerikan (° 16 a viz Kerzu 1908 e München).
- 1973 : Pearl Buck, skrivagnerez eus ar Stadoù-Unanet, tapet ganti Priz Nobel al Lennegezh (° 26 a viz Even 1892 e Hillsboro (Stadoù Unanet)).