Euskadi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Setu pelec'h emañ Euskal Herria en Europa.
7 proviñs Euskal Herria. E roz e weler teir froviñs a ya d'ober Kumuniezh Emren Euskadi.
An Ikurriña, banniel ofisiel Kumuniezh emren Euskadi, a zo ivez hini Euskal Herria.

Euskadi (anv euskarek distaget e-ouch-ka-di), gwechall Euzkadi, a vez lavaret alies e brezhoneg eus Euskal Herria, met n'eo ket tre evel-se e vez implijet er vro end-eeun pa'z eo un anv distaolet muioc'h-mui nemet en e ster strishañ.

Sterioù[kemmañ]

Tri implij a c'haller gwelout:

  1. Euskadi, pe gentoc'h Euzkadi hervez doare-skrivañ an amzer, a zo un anv savet e dibenn an XIXvet kantved ha roet d'ar vro a zo anvet muioc'h-mui Euskal Herria bremañ e yezh ar vro;
  2. Euskadi, pe Euzkadi, a oa an teir froviñs, Bizkaia, Araba, Gipuzkoa, a oa unanet dindan anv gouarnamant Euzkadi betek trec'h armeoù Franco e Brezel Spagn,
  3. Euskadi eo an anv roet hiziv da Kumuniezh Emren Euskadi, da lavarout eo n'emañ ket e-barzh

Istor an anv[kemmañ]

Euzkadi a zo ur ger bet savet e dibenn an XIXvet kantved, e 1896, gant Sabino Arana Goiri. Un anvadur politikel a zo anezhañ, troet eo bet gant “broad Vask” pe “Stad Vask”. Brudet eo bet an anv-se, hag anavezet-mat eo dre ar bed a-bezh. Hiziv an deiz avat, er vro end-eeun, ne dalvez Euskadi mui-ouzh-mui nemet evit ar Gumuniezh emren (3 froviñs hepken). Graet e vez gant Euskal Herria evit ober anv eus ar vro a-bezh (ar 7 proviñs). Herri a dalvez “bro”, a zo ur ger-mell, hag Euskal a dalvez “Bask” (adkavout a reer er ger euskal ar memes gwrizienn hag en euskara, anv ar yezh, an euskareg), EH eo ar berradur evel ma c’haller gwelet ouzh penn a-dreñv ar c’hirri-tan.

Un den eus ar vro a zo un euskaldun (liester euskaldunak), ar pezh a dalvez da gentañ-penn “euskareger”. Diazezet eo ar vroadelezh war ar yezh eta (evel-se e c'haller klevet tud zo o lavaret n'int ket euskarat dre ma n'ouzont ket ar yezh, daoust ma oa euskarat holl o zadoù-kozh dre ma ouient ar yezh). Evit ober anv eus tud a zo bask a-orin, pe tud o chom er Vro-Vask e vez graet gant gerioù nevez evel euskotar pe euskal erritar.

Kumuniezh emren Euskadi[kemmañ]

Pennad pennañ : Kumuniezh Emren Euskadi

Emañ Kumuniezh Emren Euskadi e Norzh Rouantelezh Spagn war ribl ar Meurvor atlantel. E menezioù an aradennad kantabrik emañ, menezioù a reer Menezioù Euskadi anezho ivez. Er Gevred emañ harzoù Frañs, er Reter emañ Kumuniezh forel Nafarroa, er Su ar Rioja ha Kastilla-ha-Leon hag er C'hornôg kumuniezh Kantabria.

Hervez bonreizh ar Rouantelezh eo anavezet kumuniezh Euskadi evel unan eus broadelezhioù Spagn war diriadoù proviñsoù Araba, Gipuzkoa ha Bizkaia. Dezho ur gorread a 7 234 km², hag ur boblañs a 2 124 846 a annezidi (2005) gant ur stankter poblañs a 292,4 annezad/km². Emañ kêr-benn ar Gumuniezh e Gasteiz (spagnoleg : Vitoria) en Araba. Staliet eo gouarnamant Euskadi ha Breujoù ar Gumuniezh eno.

Divyezhek eo an annezidi pa'z eodever an holl Spagnoled , hervez ar vonreizh, gouzout spagnoleg, yezh ofisiel ar riez, met 45% a oar komz euskareg, ur yezh ha na zeu ket eus al latin evel ar yezhoù all komzet en Iberia. Anavezet eo da bep annezad e Bro-Spagn ar gwir da implij yezhoù ar broadelezhioù er vuhez foran. Bez' ez eus skolioù unyezhek e-lec'h ma vez implijet yezh ar vroadelezh lec'hel, reoù all unyezhek e spagnoleg ha reoù all gant spagnoleg hag ar yezh lec'hel.