Prusia
Prusia[1], pe Prus[2], (Preußen en alamaneg; Prūsa e prusianeg), zo ur vro e reter Europa a voe kalon ur rouantelezh pouezus en istor ar c'hevandir etre 1701 ha 1918. Etre 1918 ha 1947 e voe ul lodenn eus Alamagn. Divodet eo bet gant ar Re Gevredet e 1947. Hiziv eo rannet etre meur a Land, pe deuet da vezañ rannoù eus broioù amezek, evel Polonia, Lituania, Rusia, (hag a-raok eus Belgia, Danmark)... Chom a ra anezhi ar c'houn eus ur stad soudardel, a lavare Mirabeau diwar he fenn : "Prusia n'eo ket ur Stad hag un arme dezhi, met un arme tapet ganti ur vroad".
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Roet eo bet an anv Prusia da veur a dra a-hed an istorvezh.
- Stad menec'h-marc'hegerien an Urzh Teutonek (1224 - 1525)
- Prusia roueel (1466 – 1772)
- Dugelezh Prusia (1525 – 1701)
- Brandenburg-Prusia (1618 – 1701)
- Rouantelezh Prussia (1701-1918)
- Stad dieub Prusia (1918-1947)
[kemmañ] Stad menec'h-marc'hegerien an Urzh Teutonek (1224 - 1525)
- Gwelout ar pennad Stad menec'h-marc'hegerien an Urzh Teutonek
Prusia a oa da gentañ ur vro etre Pologn ha Rusia. Dont a ra ar ger eus anv ur bobl balt anvet Borused. Trevadennet e voe ar vro gant Marc'hegerien an Urzh Teutonek. Ha poblet e voe gant Alamaned.
[kemmañ] Prusia roueel (1466 – 1772)
- Gwelout ar pennad Prusia roueel
E 1415 e oa priñs-dilenner Marz Brandenburg, an impalaer Sigismond Iañ an Impalaeriezh Santel, eus Tiegezh Luxembourg, dindan dle. Dle en devoa da unan eus an Tiegezh Hohenzollern, bourgraved vihan eus kreisteiz Alamagn, hag abalamour da se e roas da Frederig Iañ Hohenzollern priñselezh ha Marz Brandenburg. Anvet e voe Frederig da c'houarnour marz Brandenburg eta ha da briñs-dilenner e Sened-Iliz Constance.
A-benn ar fin, gant feuremglev Thorn sinet en 1466, e voe roet Pomerania ar Reter gant an Urzh teutonek da Rouantelezh Pologn a zeuio da vout Prusia roueel neuze hag a chomo e Pologn e-pad tri c'hantved.
[kemmañ] Dugelezh Prusia (1525 – 1701)
- Gwelout ar pennad Dugelezh Prusia
[kemmañ] Stad dieub Prusia (1918-1947)
E dibenn an Eil Brezel-bed e tiviz ar galloudoù gounezet ar brezel ganto e vije disverket anv Prusia, pa gave dezho e oa kavell spered brezelour Alamagn; koulskoude e oa unan eus ar broioù alaman gounezet an diwezhañ d'an naziegezh hag e oa bet diskaret hec'h ensavadurioù dezhi hec'h-unan gant Hitler e 1933. D'ar 25 a viz C'hwevrer 1947 e tivizont divodañ Stad Prusia ha skarzhañ kuit an Alamaned a vane evit lakaat Poloniz ha Soviediz en o lec'h. Setu perak ne gaver ket an anv Prusia en anv hini ebet eus stadoù Alamagn a-vremañ, adunvanet abaoe 1990.
[kemmañ] Liamm diabarzh
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Lec'hienn Preussen.de
- Preußen-Chronik.de
- Lec'hienn Diazezadur glad sevenadurel Prusia
- Kartenn Prusia e 1690
- Rannoù melestradurel Prusia, 1900/10
[kemmañ] Notennoù ha daveennoù
- ↑ Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire breton-français, Al Liamm, 1978, p.669.
- ↑ Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire breton-français, Al Liamm, 1978, p.669.