22 Meurzh
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1895: diskouezet o fiñvskeudennoù kentañ gant an daou vreur Auguste ha Louis Lumière.
- 1939: aloubet eo kêr lituanat Memel gant Alamagn.
- 1945: savet eo ar C’hevre Arab e Kaero, en Egipt.
- 1963: embannadur Please Please Me e Breizh-Veur, kentañ albom gant ar strollad The Beatles.
- 1968: dalc'hidigezh tour melestradurel skol-veur Nanterre.
- 2006: harz-an-tan gant ar strollad ETA en Euskadi
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1459 : Maximilian Iañ, impalaer an Impalaeriezh Santel German, gwaz da Anna Vreizh († 1519)
- 1599 : Antoon van Dyck, livour flandrezat († 1641)
- 1797 : Wilhelm Iañ, roue Prusia hag impalaer Alamagn († 1888)
- 1817 : Bahá'u'lláh, profed ar Feiz Bahá'í († 1892)
- 1972 : Josilin Gourvenneg, melldroadour.
[kemmañ] Marvioù
- 1687 : Jean-Baptiste Lully, sonaozer.
- 1832 : Johann Wolfgang von Goethe, barzh, dramaour ha romantour alamanek aet da den-stad alaman (° 28 a viz Eost 1749 e Frankfurt am Main (Impalaeriezh santel roman german d'ar mare-se)).
- 1910 : Yann ar Fustek, kentañ Drouiz-Meur Goursez Vreizh (° 10 a viz Even 1855 e Rostrenenn).
- 1960 : Jose Antonio Agirre, prezidant ar gouarnamant euskarat en harlu (° 6 a viz Meurzh 1904)
- 2004 : Ahmed Yasin, stourmer palestinat, e penn ar strollad Hamas, lazhet gant soudarded eus Israel.