Antoon van Dyck

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Antoon Van Dyck : emboltred

Sir Anthony (Antoon) Van Dyck (22 a viz Meurzh 1599 en Antwerpen9 a viz Kerzu 1641 e Blackfriars ( Londrez)), a oa ul livour flandrezat eus al luskad barok. Brudet eo dreist-holl a-drugarez d'e boltredoù ha d'e engravadurioù. Bet eo ivez livour lez Bro-Saoz.

E vuhez[kemmañ]

Antoon Van Dyck a oa mab ur gwerzher gwiad pinvidik. Merzet e voe e zonezon, hag eiler pennañ Pieter Paul Rubens e voe etre 1610 ha 1614. Livour emren e teuas da vezañ e 1615. E 1620 e reas e veaj kentañ da Vro-Saoz, met ne zeuas ket a-benn da vezañ kinniget da James Iañ a Vro-Saoz, ar roue. Pevar miz goude e tistroas da Flandrez. Goude-se ez eas da Italia, hag eno e studias e-pad c'hwec'h vloaz oberennoù arzourien evel Titian ha Paolo Veronese. Eno ivez e stagas gant al livañ poltredoù. E Genova en em stalias, hag er gêr-se e kinklas palezioù an noblañs gant taolennoù a denne d'ar relijion ha poltredoù hag a lakae war wel renk uhel an dud-se er gevredigezh. E 1627 e tistroas da Anvers hag eno e livas meur a bennoberenn. Charlez Iañ a Vro-Saoz a glevas kaoz eus e vrud, hag e c'halvas anezhañ da zont da Vro-Saoz. E 1632 e tistroas Van Dyck da Londrez, ha buan e reas berzh. Livañ a reas poltredoù ar roue, re Henrietta Anne Stuart, hag ivez poltredoù merc'h ar roue ha poltredoù meur a zen eus al lez. Emblotredoù ha potredoù e vestrez anvet Margaret Lemon a livas ivez. E dibenn e vuihez ne rae ken peurechuiñ taolennoù a oa bet savet gant e zeskibien diwar e zamdresadennoù.

Lakaet e voe da varc'heg d'ar 5 a viz Gouere 1632, ha lakaet da « livour kentañ boutin e Veurdez » e 1633. Ul leve bras a-walc'h a veze resevet gantañ, ha dimeziñ a reas gant merc'h Lord Ruthven. Sir Anthony Van Dyck a grouas evit lez Bro-Saoz taolennoù hag a ziskoueze splann hollc'halloud ar roue. E 1634 e reas ur veaj vihan da Anvers, hag e 1641 ez eas da Frañs. Pa varvas e voe douaret Van Dyck e iliz-veur Sant Paol e Londrez.

Bras e voe levezon Van Dyck war ar boltredourien saoz hag alies e vez gwelet evel krouer skol saoz al livañ.

Un enlivad eoulliv a zo anvet gell van Dyck[1], hag ez eus ivez un doare-ober luc'hskeudennoù a zo anvet doare-ober Van Dyke.

Notenn[kemmañ]

  1. Gwelout Gell van dyck

Taolennoù[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Katlijn van der Stighelen, Van Dyck. Paris : Gallimard, 1998.
  • Edith Greindl, Marie-Louise Hairs, Michel Kervyn de Meerendré... [ha tud all]., De Rubens à Van Dyck : l'âge d'or de la peinture flamande. Tournai : La Renaissance du Livre, 2004.
  • Susan Barnes, Nora De Poorter, Oliver Millar ... [ha tud all]. , Van Dyck : a complete catalogue of the paintings. New Haven ; London : Published for the Paul Mellon Centre for Studies in British Art by Yale University Press, cop. 2004.
  • Christopher Brown, Hans Vlieghe ; avec la collab. de Frans Baudouin, Piero Boccardo, Judy Egerton,... [ha tud all]., Van Dyck, 1599-1641 : [Diskouezadeg, Koninklijk Museum von Schone Kunsten, Anvers, 15 a viz Mae – 15a viz Eost 1999, Royal Academy of arts, Londrez, 11 a viz Gwengolo - 10 a viz Kerzu 1999]. Gand ; Amsterdam : Ludion ; Paris : Flammarion, 1999.

Liammoù diavaez[kemmañ]