3 Meurzh
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1222 : Emgann Kastell-Briant, trec'h Pêr Mauclerc war Amaury Craon.
- 1845 : dont a ra Florida da vezañ ar 27vet stad eus Stadoù Unanet Amerika.
- 1878 : dizalc'hiezh Bulgaria (diouzh an Impalaeriezh otoman).
- 1905 : gant an tsar Nikolaz II a Rusia eo asantet krouiñ ur vodadenn dilennet (an Douma).
- 1918 : sinet emglev Brest-Litovsk etre Alamagn ha Rusia.
- 1931 : "The Star-Spangled Banner" zo degemeret ent ofisiel gant Stadoù Unanet Amerika evel kan broadel.
- 1961 : dont a ra Hasan II da vezañ roue Maroko.
- 1971 : dont a ra India war sikour emsavidi Bangladesh en o brezel dieubidigezh, a-enep Pakistan.
- 2005 : dilennet eo an dizalc'hour Oscar Temaru da brezidant Polinezia c'hall.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1845 : Georg Cantor, matematikour alaman († 1918).
- 1847 : Alexander Graham Bell, ijiner skosat ar pellgomz († 2 a viz Eost 1922 e Baddeck (Kanada)).
- 1871 : Maurice Garin, reder war varc'h-houarn gall, gounideg kentañ Tro Bro-C'hall e 1903 († 19 a viz C'hwevrer 1957 e Lens (Pas-de-Calais)).
- 1930 : Ion Iliescu, prezidant Roumania.
- 1957 : Roberto Messa, mestrc'hoarier echedoù italian .
- 1988 : Timour Gareev, mestrc'hoarier echedoù ouzbek.
Marvioù [kemmañ]
- 1706 : Johann Pachelbel, ograour ha sonaozer alaman (° 1añ a viz Gwengolo 1653 e Nürnberg (Priñselezh Bavaria d'ar mare-se)).
- 1797 : Yves Joseph de Kerguelen de Trémarec, merdeer breizhat (° 13 a viz C'hwevrer 1734 e Landudal).
- 1888 : Yann-Vari ar Joubiouz, skrivagner brezhonek (° 2 a viz C'hwevrer 1806 en Arzh).
- 1979 : Mustafa Barzani, politikour eus Kurdistan Irak (° 1903).
- 1982 : Georges Perec, skrivagner gall (° 1936).
- 1983 :
- 1996 : Marguerite Duras, skrivagnerez c’hall (° 1914).
Lidoù [kemmañ]
- Devezh an dizalc'hiezh e Bulgaria.
- Hinamatsuri, gouel ar merc'hed e Japan.