Marguerite Duras

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
William Bouguereau in his studio.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.

Marguerite Duras (Marguerite Donnadieu dre hec'h anv gwir) a oa bet ganet d'ar 4 a viz Ebrel 1914 e Gia Dinh en Indochin (bannlev-norzh Saigon). Mervel a reas d'an 3 a viz Meurzh 1996.

Kelenner war ar matematik e oa he zad ha skolaerez e oa he mamm. Daou vreur koshoc'h egeti zo dezhi. Mervel a reas he zad, Emile Donnadieu, e 1918 e Frañs. Deuet e oa he familh da Frañs en-dro e 1921.

E 1923 e tistroas Itron Donnadieu, mamm Marguerite, gant he bugale da Vinh Long e delta ar Mekong er Vietnam. Prenet he doa douaroù rukagnajoù eno. Edo Marguerite o chom e Pastur Lyauteu ha studiañ a rae e lise Chasseloup-Laubat. Tapet he doa he bachelouriezh e Saïgon e 1932 ha e tistroas da Bariz. Studiañ a reas ar matematikoù, ar Gwir hag ar politikouriezh e skol-veur Pariz.

E 1936 e oa tapet he aotreegezh war ar Gwir ganti hag en em gave gant Robert Antelme.

Etre 1937 ha 1945 e labouras e Ministrerezh an Trevadennoù.

E miz Gwengolo 1939 e oa dimezet Marguerite Donnadieu gant Robert Antelme.

E 1942, o bugel kentañ a oa ganet marv.

E-keit-se en em gavas Marguerite Donnadieu gant Dionys Mascolo.

E 1943 e oa embannet he romant kentañ Les Impudents gant Embannadurioù Plon. Hemañ a zo skrivet dindan anv-pluenn Marguerite Duras. Duras a oa anv ar gêr familh a-berzh he zad e Lot et Garonne.

E 1943 c’hoazh o doa Marguerite ha Robert graet o annez e 5 Straed Sant-Benead e Pariz 6vet e karter Saint Germain des Prés. O chomlec’h a vo brudet er bed-holl.

Robert ha Dionys a zeuas da vezañ mignon an eil gant egile.

An tri den a oa ezel eus ar Rezistañs gant François Mitterrand anvet Morland.

Mignoned Marguerite a oa Jean Genêt, Michaux, Bataille, Merleau-Ponty, Leibowitz, Edgar Morin d’an ampoent.

Gant Robert Antelme ha Dionys Mascolo he doa lakaet he anv e Strollad Broadel ar Brizonidi Brezel. E 1944 e oa bet embannet la vie tranquille, hec’h eil romant, gant Embannadurioù Gallimard. Er bloaz-se e oa lakaet he anv ganti er Strollad Komunour Gall. E 1944 ivez, e oa harzet Robert Antelme ha deportet da Buchenwald ha goude da Dachau.

E 1945 e oa dieubet Robert Antelme en ur stuz fall a-drugarez da François Mitterrand. Ar mare-se a voe deskrivet e La Douleur diwezhatoc’h.

E 1947 e oa dispartiet ar c’houblad.

L’espèce humaine a oa bet skrivet gant Robert Antelme e 1947 hag a oa bet embannet e Embannadurioù Les Editions de la Cité Universelle krouet gant Marguerite ha Robert. Nebeud amzer goude e oa ganet Jean Mascolo anvet Outa.

E 1950 e oa skarzhet kuit Marguerite eus ar SKG. E 1950 e oa embannet Un barrage contre le pacifique, istor he yaouankiz.

E 1957 e oa bet torr-dimeziñ etre Marguerite ha Dionys.

E 1984 e voe roet ar priz Goncourt dezhi evit L'Amant.