Marc'h-houarn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar marc'h-houarn ( pe bilo, pe divroderez, pe bisiklet) zo un ardivink divrodek peurvuiañ (met unrodek, teirrodek, pe bederrodek ivez a-wechoù) hag a ya war-raok dre nerzh an den a zo warnañ hag a bouez gant e dreid war troadikelloù da lakaat ar rodoù da dreiñ.
A bep seurt marc'hoù-houarn, pe kezeg-houarn, a zo, ha marc'hhouarnerezh a reer eus ar mont war varc'h-houarn, a zo un doare da emzezougen hag ur sport .
[kemmañ] Tizh
Dre voaz ez a un den ordinal etre 16 ha 32 km dre eur. Gant ur marc'h-houarn reder ez aio ur reder gourdonet mat betek 50 km dre eur war ar plaen, e-pad un herrad berr. Ar buanañ a zo bet gwelet war ar plaen a zo bet gant Sam Whittingham e 2008, en deus graet 132,5 km dre eur war ur marc'h-houarn aerodinamek, ur rekord bedel.
Gant ur marc'h-houarn ez eer teir pe beder gwech buanoc'h eget war droad
[kemmañ] Pennadoù kar