15 Meurzh
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 44 BC : muntret eo Julius Caesar gant Marcus Junius Brutus ha tud all.
- 1493 : distro Kristol Goulm da Spagn goude e veaj kentañ da Amerika.
- 1793 : argadet eo Loudieg gant an emsavidi a-enep ar c'halvadeg veur.
- 1848 : e Pest (Budapest, Hungaria) e krog an emsavadeg a-enep galloud Aostria, renet gant Sándor Petőfi.
- 1875 : digoradur tour-tan Karreg Tevenneg da vaez da Veg ar Vann.
- 1939 : goude aloubadeg kornôg Tchekosklovakia gant an arme alaman eo savet "bro-warezet Bohemia ha Moravia".
- 1943 : da vare ma'z a kuit 74 den yaouank da Servij al Labour Ret e sav ur vanifestadeg vras e ti-gar Gwengamp.
- 1946 : kentañ devezh prosez Roparz Hemon.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1776 : Aimé-Casimir-Marie Picquet du Boisguy, jeneral chouan († 25 a viz Here 1839 e Pariz).
- 1830 :
- Paul Heyse, skrivagner alaman, tapet gantañ Priz Nobel al lennegezh († 1914).
- Élisée Reclus, douaroniour gall († 1905).
- 1879 : Frañsez Jaffrennou, Taldir, skrivagner breizhat († 1956).
- 1975 : Veselin Topalov, mestrc'hoarier echedoù bulgar.
[kemmañ] Marvioù
- -44 : Julius Caesar, jeneral, politikour hag impalaer roman (° 12 a viz Gouere pe 13 a viz Gouere -100 e Roma).
- 1937 : H. P. Lovecraft, skrivagner eus ar Stadoù-Unanet (° 1890).
- 1961 : Akiba Rubinstein, mestrc'hoarier echedoù poloniat.
- 1987 : Léon Fleuriot keltiegour breizhat (° 1925).