25 Meurzh
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1306 : Robert the Bruce a zeu da vezañ roue Bro-Skos.
- 1655 : gant Christiaan Huygens eo dizoloet Titan, an hini vrasañ eus loarennoù Sadorn.
- 1821 : deroù ar brezel evit dizalc’hiezh Gres pa tiskleir Gresianed ez int dizalc’h diouzh an Impalaeriezh Otoman.
- 1918 : savet eo Republik Pobl Belarus.
- 1924 : e Gres ez embanner ar republik.
- 1957 : krouet eo Kumuniezh Armerzhel Europa gant Alamagn ar C’hornôg, Frañs, Italia, Belgia, an Izelvroioù ha Luksembourg.
- 2006 : e Bièvres eo aet da Anaon Serge Antoine, bet treset kartenn rannvroioù Bro-C'hall gantañ e 1958.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1881 : Béla Bartók, sonaozour eus Hungaria († 1945).
- 1890 : Jean Guéhenno, kazetenner ha skrivagner gallek e Felger († 1978).
- 1921 : Simone Signoret (Henriette Charlotte Simone Kaminker diouzh hec'h anv gwir), aktourez c’hall († 30 a viz Gwengolo 1985 en Autheuil-Authouillet).
- 1962 : Daniel Contin, mestrc’hoarier echedoù italian-arc'hantinat, c'hoarier echedoù a-vicher.
[kemmañ] Marvioù
- 1005 : Kenneth II a Skos (en emgann).
- 1738 : Turlough O'Carolan, pe Toirdhealbhach Ó Cearbhalláin, sonaozour ha telennour iwerzhonat (° 1670).
- 1801 : Novalis, barzh alaman (° 1772).
- 1914 : Frédéric Mistral, skrivagner okitanek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh (° 1830).
- 1918 : Claude Debussy, sonaozer gall (° 22 a viz Eost 1862 e Saint-Germain-en-Laye).
- 1980 : Roland Barthes, prederour ha skrivagner gall (° 1915).
- 1981 : Edward Lasker, mestrc'hoarier echedoù eus SUA.
[kemmañ] Lidoù
- Gres : Devezh ar vro.
- Gouel ar C'heloù Mat, pe Gouel Maria Meurzh, er relijion gatolik.