8 Meurzh
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1821 : da-heul ur galv graet gant ar priñs Alexandros Ypsilanti evit m'en em savfe ar bobl c'hresian a-enep an Impalaeriezh otoman e krog Brezel dizalc'hiezh Gres.
- 1911 : lidet eo Devezh etrebroadel ar merc'hed evit ar wech kentañ.
- 1917 : kregiñ a ra Dispac'h C'hwevrer e Rusia.
- 1965 : erruout a ra 3 500 soudard eus ar Stadoù Unanet e Su Vietnam, an Amerikaned kentañ o tont da gemer perzh e brezel Vietnam.
- 1979 : embannadur albom kentañ Tintin e brezhoneg : Ar seizh boulenn strink.
- 1990 : departamant Aodoù-an-Hanternoz a zeu da vezañ Aodoù-an-Arvor
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1286 : Yann III, dug Breizh ha kont Richmond, aet da benn ar vro e 1312 († 30 a viz Ebrel 1341 e Caen).
- 1924 : Georges Charpak, fizikour gall, Priz Nobel ar fizik († 29 a viz Gwengolo 2010 e Pariz).
- 1925 : Efim Geller, mestrc'hoarier ha skrivagner echedoù ukrainat ha soviedat.
[kemmañ] Marvioù
- 1869 : Hector Berlioz, sonaozer gall (° 11 a viz Kerzu 1803).
- 1917 : Ferdinand Graf von Zeppelin, ijinour alaman (° 8 a viz Gouere 1838 e Konstanz (Dugelezh-veur Baden d'ar mare-se)).
- 1942 : José Raúl Capablanca, mestrc'hoarier echedoù kuban.
- 1989 : Yelizaveta Bykova, meurc'hoarierez echedoù soviedat.