Baseball

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
C'hoarierien baseball.
Un dachenn baseball.

Ar baseball zo ur sport a-stroll doare bazh-hag-horell. Memes mammenn a vez dezhañ hag evit ar c'hriked. Ezhomm zo eus ur balisenn hag ur volotenn evit gellet c'hoari. Ar balisenn a servij da skeiñ war ur bolotenn bet lañset, manegoù a vez d'he adtapout. C'hoariet e vez war un dachenn geot ha traezh.

Ma n'eo ket sklaer c'hoazh orin ar c'hoari, ar pezh a vez anat atav ez eo a belec'h e teu ar reolennoù a implijer hiziv-an-deiz c'hoazh. Ar re gentañ a zo bet embannet e 1845 er Stadoù-Unanet Amerika, graet e vez « Knickerbocker Rules » anezho.