Kounlec'h torridigezh ar sklaverezh

Eus Wikipedia
Mont-tre ar C'hounlec'h

Kounlec’h torridigezh ar sklaverezh a zo ur c’hounlec’h lec’hiet e Naoned, gouestlet d’ar sklaverezh ha d’e dorridigezh. Digoret e oa bet e miz Meurzh 2012 en ur gêr hag a voe porzh-morianeta brasañ Breizh, hag unan eus ar re bennañ e Frañs.

Deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet tostik-tost ouzh Kae ar Foz e oa bet empennet gant an arzour poloniat Krzysztof Wodiczko hag an tisavour arc’hantinat-stadunanat Julian Bonder. Ar c’hounlec’h a vez kavet 2000 plakenn wer engravet ennañ, eñvoriñ ergerzhadegoù-morianeta Naonediz en 18vet kantved o fal dezhe[1].

Digoret e oa bet d’ar 25 a viz Meurzh 2012 gant Jean-Marc Ayrault, maer Naoned ha deraour ar raktres, a-gevret gant prezidant kozh Benin Nicéphore Soglo, kannadez Gwiana Christiane Taubira, pe c’hoazh ar melldroader kozh Lilian Thuram[2].

Skeudennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]