Kristol Goulm

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kristol Goulm, taolennet gant Sebastiano Del Piombo

Kristol Goulm[1], pe Kristoc'h Koulm, moraer e servij Kastilha, a oa ganet e Genova war-dro 1451, ha marvet e Valladolid e 1506. E veajoù eo a lakaas tud Europa da anavezout Amerika. Ne c’heller ket ober anezhañ kavadenner Amerika koulskoude.

E anv[kemmañ]

Meur a stumm zo d'e anv, hervez ar yezh. E brezhoneg e kaver ouzhpenn Kristol Goulm: Kristoc'h Koulm, Kristof Koulm pe Kolomb, e katalaneg Cristòfol Colom, e kastilhaneg Cristóbal Colón, e portugaleg Cristóvão Colombo, en italianeg Cristoforo Colombo, e saozneg Christopher Columbus.)

Orin[kemmañ]

Evit gwir ne ouzer ket hag eus Genova e oa. Un nebeud traoù kevrinus en e vuhez a laka tud zo da soñjal e oa anezhañ un den en doa cheñchet anv goude bezañ graet peñse ha kemeret an anv Colombo, hag e vije bet e gwirionez ur Yuzev eus Portugal marteze, pe eus Katalonia. Ha gwir eo ne implij ket an italianeg en e skridoù, met atav un doare kastilhaneg souezhus, mesket gant gerioù portugaleg.

E 1476 ez eas da chom da Lisbon. Eno, dre hanterouriezh familh e wreg, Felipa Moniz, e sinas ur respet gant kompagnunezhioù merdeiñ bras Portugal.

Raktres evit mont da Sina[kemmañ]

Levezonet e voe gant mennozhioù skiantourien evel Paolo dal Pozzo Toscanelli pe Pierre d’Ailly war kelc’husted an Douar. Ha soñjal a reas e c’hellfe tizhout Indez ha broioù all ar reter (Sina ha Japan) en ur vont war-zu ar c’hornôg. Met jedet fall en doa ment an Douar, kalz bihanoc’h e oa an treuzkiz jedet gant Koulm eget ar wirionez. Hervez skiantiourien zo e oa Japan (anvet Cipangu gant Europiz ar Grennamzer) war-hed 20 150 km er c’hornôg d’an Inizi Kanariez, en tu all d’ar Mor atlantel, met evit Kristol Goulm ne oa nemet 6 275 km. Reizh a-walc’h e oa an hed jedet gant ar skiantourien, hini Koulm avat a oa gwall bell eus ar wirionez.

Pa oa bet nac’het e raktres gant ar roue João II eus Portugal, ez eas Kristol Goulm d’e ginnig d’ar Rouaned Katolik, Fernando de Aragón hag Isabel de Castilla, (e 1487). Dezho ivez e seblantas ar raktres-se, da gentañ, bezañ dreistdiraez ha ne voe degemeret ganto da vat nemet e 1492. Arc’hant a voe dastumet evit ar veaj digant meur a zen pinvidik en Italia hag e Spagn. Koulm, a oa ur moraer barrek, a voe graet amiral gant ar Rouaned ha prometet e voe dezhañ e vije lezroue an douaroù a vije kavet gantañ.

Ar beajoù[kemmañ]

Kristol Goulm o tegouezhout en Amerika

Ar veaj kentañ[kemmañ]

D’an 3 a viz Eost e loc’has tri lestr eus porzh Palos de la Frontera, en Andalouzia, ar Pinta, an Niña hag ar Santa María. Mont a rejont da gentañ betek an Inizi Kanariez, a oa e dalc’h ar Spagnoled. D’ar 6 a viz Gwengolo e rejont un arsav eno. Goude 34 devezh war vor e voe tizhet ganto, d’an 12 a viz Here, un enezenn a voe badezet San Salvador (Salver Santel) gant Koulm hag a oa anvet Guanahaní gant an dud a oa o chom warni. P’en em gavas Kristol Goulm gant an dud-se, ur boblad Arawak, anezho henvroidi an inizi-se, e voent kavet peoc’hus-kenañ gantañ. Goude se ez eas betek div enezenn all : Kuba ma touaras d’an 28 a viz Here, hag unan all ma touaras d’ar 5 a viz Kerzu hag a voe badezet gantañ La Española (Hispaniola deuet da vezañ Haiti hag ar Republik Dominikan hiziv). Peñse a reas ar Santa María ha ranket e voe he lezel eno. Distreiñ a reas Kristol Goulm da Europa gant an div vag all. Erruout a reas e Portugal, ma touaras da gentañ, hag e Spagn goude e nevezamzer ar bloavezh 1493. Eno e voe graet dezhañ un degemer eus ar c’hentañ. Diskouez a reas e lez ar Rouaned katolik henvroidi bet sammet gantañ war an inizi, aour ha traoù a bep seurt bet kavet gantañ du-hont : butun, ananaz, yer-Indez.

An eil beaj[kemmañ]

Beajoù Koulm

E-pad e eil beaj (1493-1496) e voe tizhet gantañ an Antilhez Bihan, Puerto Rico ha Jamaika. Ar wech-se e oa deuet gant muioc’h a dud : kuitaet en doa Cádiz, d’ar 24 a viz Gwengolo 1493, gant 17 lestr ha 1200 den war o bourzh, evit sujañ ar bobl Arawak hag evit trevadenniñ an inizi. Krouiñ a reas kêr La Isabela en Hispaniola. Kantadoù a Arawaked a voe kaset gant Koulm da sklaved, daoust ma oa bet lavaret dezhañ gant ar Rouaned katolik e tlee skoulmañ darempredoù mat gant an henvroidi gant ar soñj ober kristenien anezho. Ar re eus ar sklaved a erruas e Spagn (kalz anezho a varvas e-pad ar veaj distro) a voe dieubet hag urzh a voe roet da gas anezho d’o inizi en-dro.

An trede beaj[kemmañ]

E-kerzh e drede beaj (1498-1500), Kristol Goulm a yeas betek douar-bras Amerika. Kuitaat a reas Sanlúcar de Barrameda d’an 30 a viz Mae 1498 ha tizhout a reas enez Trinidad. Ergerzhet a reas aod an douar-bras war-dro aber ar stêr Orinoco. Goude bezañ bet war inizi Trinidad ha Tobago, ez eas betek Hispaniola en-dro. Eno e voe adkavet gantañ an drevadennerien en doa lezet e-pad e eil beaj. Drouklaouen e oant peogwir ne oa ket ken pinvidik ar vro ha ma oant bet lakaet da grediñ ha peogwir e oa start an darempredoù gant an henvroidi. Klemm a voe savet a-enep Koulm gant trevadennerien ha kaset e voe Francisco de Bobadilla gant ar Rouaned katolik d’ober un enklask. Harzet e voe Koulm, lakaet ar c’hefioù dezhañ ha kaset e voe en-dro da Spagn. Ur wech en em gavet e Spagn e voe didamallet ha lezet da vont. Met koll a reas e ditl a lezroue ha ne zeuas morse a-benn da adc’hounit ar sked hag al lufr a oa bet gantañ. Ouzhpenn se e oa deuet ar Portugalad Vasco da Gama, e-keit-se, da vont war vor betek Indez, en ur ober tro Afrika dre ar su.

An pevare beaj[kemmañ]

Ur pevare beaj a reas Koulm koulskoude (1502-1504). Kuitaat ar reas Spagn d’an 11 a viz Mae 1502. Goude bezañ douaret en inizi Martinik, Hispaniola ha Jamaika, ez eas betek aodoù Kreiz Amerika. Bageal a reas a-hed arvor Honduras, Nicaragua, Costa Rica ha Panama. Goude bezañ taget gant henvroidi e Panama, e rankas ober hent war-zu Hispaniola, met peñse a reas war aod Jamaika. Eno e chomas Koulm hag e dud e-pad meur a viz, divouedet gant an naon, o c’hedal skoazell eus Hispaniola. A-benn ar fin e teuas ar skoazell hag e c’helljont distreiñ da Spagn. Erruout a rejont e Sanlúcar en-dro d’ar 7 a viz Du 1504.

Dibenn e vuhez[kemmañ]

Pa varvas Kristol Goulm d’an 20 a viz Mae 1506, e Valladolid, e oa pinvidik a-walc’h, daoust ma oa bet tennet e ditl a lezroue digantañ, gant an aour en doa kavet gant e dud war Hispaniola. Ha sur e oa c’hoazh e oa erruet war aod reter Azia.

Levrlennadurezh[kemmañ]

  • Filip Oillo, Levr bourzh ar veaj kentañ, Emb. Al Liamm. Kavet en deus mat an oberour ober gant an anv brezhonek Kristol Goulm.
  • Salvador de Madariaga, Vida del muy magnífico señor don Cristóbal Colón (1940); A zo bet troet e galleg.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Filip Oillo, Levr bourzh ar veaj kentañ, troidigezh levr-bourzh ar merdeer, Al Liamm, 1994, p. 46; Frañsez Kervella, kelaouenn Al Liamm, niv.182, 1977.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.