Vasco da Gama

Eus Wikipedia
Ur pennad Club de Regatas Vasco da Gama zo ivez.
Vasco da Gama

Ur moraer hag un ergerzher e voe Vasco da Gama (war-dro 1469 - 24 a viz Kerzu 1524). Ganet e voe e Sines moarvat, e Portugal. Beajiñ a reas kalz war vor, war urzh roue Portugal. An Europad kentañ eo bet o verdeiñ betek Indez.

Abaoe deroù ar XVvet kantved e oa moraerien eus Portugal o verdeiñ pelloc’h-pellañ a-hed aodoù Afrika. Gant Bartolomeu Dias e oa bet tizhet Kab ar Spi Mat e 1488, da skouer. An tamm anaoudegezh a oa neuze eus stumm Afrika hag an anaoudegezh a oa eus lec’hiadur Indez, dastumet diwar beajoù dre zouar, a roe da soñjal e oa tu da dizhout Indez dre ober tro Afrika war vor. Gant ar roue Manuel Iañ e oa bet dibabet un noblañs, Estevão da Gama, tad Vasco, da gemer penn ul lestr da vont dre vor war-zu Azia. Hogen mervel a reas Estevão da Gama e 1497, pa oa da vont kuit. Neuze e voe fiziet ar garg da ren al listri d’e vab, Vasco.

Loc’hañ a reas eus porzh Lisboa d’an 8 a viz Gouere 1497, gant 150 den e bourzh pevar lestr. Vasco da Gama e oa kabiten al lestr brasañ, ar São Gabriel ; e vreur Paulo da Gama, Nicolau Coelho ha Gonçalo Nunes e oa an tri c’habiten all. E miz Kerzu 1497 e voe tizhet ganto, e kreisteiz Afrika, al lec’h pellañ a oa bet darempredet gant Bartolomeu Dias. Kenderc’hel a rejont goude-se, oc’h heuliañ aodoù Su Afrika da vare Nedeleg : abalamour da se e voe roet an anv Natal (Nedeleg e portugaleg) d’ar vro a oa hedet ganto. D’an 2 a viz Meurzh 1498 e voe ret dezho chom a-sav war aod Mozambik, goude ma oa bet paket al listri gant ar gwallamzer. Meur a ehan all a reas Vasco da Gama war aod reter Afrika. E Malindi, war aod ar pezh zo Kenya bremañ, e voe degemeret mat hag e voe kinniget dezhañ ul loman, Ibn Majid, a anaveze Meurvor Indez. Gant an den-se e voe kaset listri Vasco da Gama betek Indez.

D’an 20 a viz Mae 1498 e c’helljont dilestrañ e Kalikut (Kozhikode hiziv an deiz), ur gêr vras war aod Kerala. Evel-se e oa bet digoret an hent-mor etre Europa hag Indez, ha gant se un hent pouezus evit kenwerzh ar spisoù.

Distreiñ a reas Vasco da Gama da Lisbon en hañv 1499. War an hent distro e varvas e vreur, Paulo da Gama, ha douaret e voe war enez Terceira, en enezeg an Azorez. Brud vat a zeuas da Vasco da Gama goude e zistro. Gant ar roue Manuel I e voe anvet Almirante do Mar das Índias (Amiral Mor Indez), hag ur gopr uhel a voe paeet dezhañ. An titl noblañs a Dom a voe roet dezhañ.

Vasco da Gama o tilestrañ e Kalikut, d’an 20 a viz Mae 1498

Div wech all ez eas Vasco da Gama war vor betek Indez. Bez e oa zoken da vezañ besroue eno ha gouarnour en anv roue Portugal. Met mervel a reas nepell goude bezañ erruet e Goa, en e drede beaj, e miz Kerzu 1524. Mervel a reas e Kochi (portugaleg Cochin), d’ar 24 a viz Kerzu ha douaret e voe eno a-raok na vije degaset e relegoù da Bortugal en-dro e 1539. Kement hag ar priñs Herri ar Merdeer, Vasco da Gama zo kiriek da emled impalaeriezh trevadennel Portugal. Ouzhpenn kavout an hent da vont da Indez, e lakaas Portugal da vezañ ur vro c’halloudus e Meurvor Indez, gant e varregezh evit marc’hata hag evit brezeliñ. Klask a reas lakaat muzulmaned reter Afrika pe India da dreiñ da gristenien, dre gaer pe dre heg, oc’h ober brezel hag o lazhañ tud, hep damantiñ. En abeg da se n’eo ket gwall vrudet en India hiziv an deiz.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]