20 Mae
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1497 : John Cabot a ya kuit eus Bristol, war bourzh e vag The Mathew da vont war-glask douaroù en tu all d'ar Meurvor atlantel.
- 1498 : Vasco da Gama a erru e Kozhikode war aod kornôg India.
- 1794 : krouidigezh banniel Bro-C'hall a-vremañ.
- 1873 : Levi Strauss a laka ur breou war ar bragoù jeans ijinet gantañ.
- 1883 : kregiñ a ra ar menez-tan Krakatau da vezañ oberiant : dislonkañ a ray tri miz diwezhatoc’h.
- 1900 : deroù an eil C'hoarioù Olimpek e Pariz ; 1 066 atletour, deuet eus 26 bro, a genstriv e 17 sport ha 85 kevezadenn.
- 1902 : Kuba dizalc’h diouzh ar Stadoù Unanet.
- 1943 : aet Tchang Kaï-chek da brezidant Republik Sina.
- 1944 : deroù ur referendom pevar devezh en Island war an unaniezh gant Danmark. Tremen 97% eus ar voterien a sav a-du gant lakaat un termen d'an unaniezh-se ha 95% a sav a-du gant ur vonreizh republikan nevez.
- 1980 : referendom e Kebek war dizalc’hiezh ar vro : 60% eus an dud a zibab an « nann ».
- 1995 : en un eil referendom war dizalc’hiezh Kebek eo trec’h an « nann » adarre, met war-bouez nebeut.
- 2002 : dont a ra Timor ar Reter da vezañ dizalc’h diouzh Indonezia.
- 2008 : dek vloaz goude e grogad diwezhañ, Skipailh Breizh ar vell-droad a zo trec'h 3-1 war hini Kongo.
- 2012 : Montpellier Hérault Sporting Kleub a ya da gampion Bro-C'hall mell-droad evit ar wech kentañ.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1753 : Toussaint Louverture, brogarour ha dispac’hour haitian († 7 a viz Ebrel 1803 e La Cluse-et-Mijoux).
- 1799 : Honoré de Balzac, skrivagner gallek († 18 a viz Eost 1850 e Pariz).
- 1806 : John Stuart Mill, prederour saoz († 8 a viz Mae 1873 en Avignon).
- 1882 : Sigrid Undset, skrivagnerez norvegek, tapet ganti Priz Nobel al lennegezh († 10 a viz Even 1949 e Lillehammer (Norvegia)).
- 1901 : Max Euwe, kelennour jedoniezh ha mestr meur echedoù izelvroat († 26 a viz Du 1981 en Amsterdam (Izelvroioù)).
- 1935 : José Mujica, prezidant Uruguay.
Marvioù [kemmañ]
- 1277 : ar pab Yann XXI (° e-tro 1215 e Lisbon (Portugal)).
- 1506 : Kristol Goulm, ergerzher (° 1451 e Genova (Italia)).
- 1622 : Osman II, sultan an Impalaeriezh otoman (° 3 a viz Du 1604 en Istanbul (Turkia)).
- 1834 : Markiz La Fayette (Marie-Joseph Paul Yves Roch Gilbert du Motier e anv gwir), milour ha den-stad gall (° 6 a viz Gwengolo 1757 e Chavaniac-Lafayette (Haute-Loire a-vremañ)).
- 1940 : Verner von Heidenstam, skrivagner svedek (° 6 a viz Gouere 1859 en Olshammar (Sveden)).
- 1971 : Waldo Williams, barzh kembraek (° 30 a viz Gwengolo 1904 e Hwlffordd (Kembre)).
- 2012 : Robin Gibb, ezel eus ar strollad sonerezh The Bee Gees (° 22 a viz Kerzu 1949 e Douglas (Manav)).
Lidoù [kemmañ]
- Devezh ar vro: