Waldo Williams

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Waldo Williams (30 a viz Gwengolo 190420 a viz Mae 1971) a oa ur skrivagner kembraek, unan eus barzhed wellañ Kembre en XXvet kantved, brudet e vennozhioù peoc'hgarour, krenour, broadelour ha sokialour.

Ganet e voe e Hwlffordd, e Sir Benfro, e 1904. Kembraeger e oa e dad met saoznegerez e vamm. Gant ar paotrig e voe desket saozneg da gentañ hag en em lakaat a reas da gembraegañ pa zilojas e dud da vont da v-Mynachlog-ddu, e hanternoz Sir Benfro, al lec’h ma oa bet anvet e dad da rener-skol ha ma oa ar c’hembraeg yezh an darn vrasañ eus an dud. Studioù saozneg a reas Waldo Williams e skol-veur Aberystwyth. Labourat a reas evel kelenner goude se, e meur a lec’h, e Kembre hag e Bro-Saoz. E-pad an Eil Brezel-bed e nac’has servijout an arme. Da vare Brezel Korea (1950-1953) e nac’has paeañ e dailhoù da ziskouez e oa a-enep ar brezel-se. Abalamour da se e voe toullbac'het div wech e deroù ar bloavezhioù 1960.

E 1959 ez eas war ar renk en anv Plaid Cymru e dilennadeg kannad Sir Benfro ha tapout a reas 4,32% eus ar mouezhioù. Mervel a reas en ospital Hwlffordd e 1971 ha beziet e voe e Llandysilio.

E skridoù[kemmañ]

Merket eo e varzhoniezh gant e vennozhioù peoc'hgarour ha dengarour. Skrivañ a rae hervez reolennoù ar varzhoniezh kembraek hengounel, anvet cynghanedd (“kenganez”), met gwelet a reer ivez en e skridoù levezon barzhed saoznek evel William Wordsworth pe Walt Whitman. Ur barzh tost d’ar bobl e oa ha kanañ a rae buhez ar bobl-se en e werzennoù. Met levezonet-don eo e skridoù ivez gant e vennozhioù kristen ha dengarour.

Embann a reas barzhonegoù ha pennadoù e-barzh kelaouennoù kembraek eus e amzer, evel Y Ford Gron pe Y Traethodydd, met ne voe embannet nemet un dastumad eus e varzhonegoù e-pad e vuhez, Dail pren.

  • Cerddi'r plant (« Barzhonegoù ar vugale »), 1936, dastumad barzhonegoù gant Waldo Williams hag E. Llwyd Williams. Adembannet e 1970.
  • Dail Pren (« Delioù ar wezenn »), 1956. Adembannet e 1991 gant Gwasg Gomer.
  • Cerddi Waldo Williams (« Barzhonegoù Waldo Williams »), 1992, un dibab eus e varzhonegoù, embannet gant J. E. Caerwyn Williams.
  • Waldo Williams: rhyddiaith, 2001, dastumad eus e skridoù e komz-plaen, embannet gant Damian Walford Davies.
  • Old Farm House, 1961, troidigezh gantañ eus al levr Hen Dy Ffarm gant D. J. Williams.

Studiadennoù diwar e benn[kemmañ]

  • Waldo Williams en dastumad Cyfres y Meistri (1981) embannet gant Robert Rhys, Gwasg Christopher Davies.
  • Waldo Williams en dastumad Llên y Llenor (1985) gant Ned Thomas.
  • Waldo Williams en dastumad Bro a Bywyd (1996) embannet gant James Nicholas, embannadurioù Barddas.

Liammoù diavaez[kemmañ]

  • Selaouit mouezh Waldo Williams e lec’hienn BBC Kembre Cymru ar yr awyr (e kembraeg).