Jeans

Eus Wikipedia
Jeans graet gant denim
Jeans graet gant denim ha gwelet eus a-drek
Liya Kebede, dougerez-dilhad eus Etiopia, gwisket gant ur bragoù jeans toull-didoull en New York.

Jeans (pe blue jeans) zo un anv saoznek a vez graet eus ur seurt bragoù graet gant un danvez kotoñs anvet denim. Glas e oant abalamour ma veze livet an danvez gant ul livaj anvet blu di Genova en italianeg, da lavarout eo glas Genova. Hervez ar boaz, pe an henvoaz, ez eus pemp godell outañ, ur fourk prennet gant nozelennoù siellet, gwrierezh hewel liv orañjez, a liv gant kouevr an tachoù, hag un dikedenn e falslêr ouzh an dargreiz.

Bragoùioù-labour e oant da gentañ. Met adalek ar bloavezhioù 1950 e voent diouzh ar c'hiz e-touez yaouankiz SUA. Buan e teujont da vezañ unan eus arouezioù ar vro, evel Coca-Cola, hag ivez arouez ar frankiz dre an dilhad. Er broioù ma rene ar gomunourien, serret ouzh marc'hadourezh SUA e oant gwelet evel elfennoù fetis ar frankiz, hag er bloavezhioù 1960 e oant evel lifre an enebiezh ouzh ar sistem zoken.

Hiziv e vezont kavet e pep lec'h dre ar bed. Meur a seurt zo, meur a liv, goude ma oant glas da gentañ hepken. N'eo ket sur e vije soñjet gant tud an holl vroioù, evel gant Stadunaniz, ez int un elfenn eus sevenadur hag istor SUA hag ar Far West, met kentoc'h evel unan eus arouezioù ar yaouankiz etrebroadel. Un dilhad diouzh ar c'hiz eo ar brageier-se abaoe meur a vloaz, hag a bep seurt kinkladurioù a weler warne, pell diouzh an dilhad labour orin, abeg da werzhaén anezho teir pe beder gwech keroc'h en Europa eget e SUA[1].

E 2004 e oa bet prenet 14 miliard a zollaroù e brageier jeans e SUA.

Istor ar Blue jeans[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1853 : Da vare ar Redadeg davit aour, e oa an den yaouank Oscar Levi Strauss o tegouezhout e Kalifornia gant gwiadoù d'ober teltennoù ha goloennoù-kirri. Alouberien ar far West o doa ezhomm a vrageier padus. Neuze e teuas ar soñj dezhañ da ober unan e-barzh an danvez d'ober teltennoù. Ha setu krouet ar jean. Ar patrom kentañ a oa ur bragoù gant nozelennoù da lakaat brikoloù, pe dougelloù.

1853-60 : Derc'hel a ra Levi Strauss d'ober bragoùioù jean, nemet gant denim, kotoñs graet e Nîmes (de Nîmes) e kreisteiz Bro-C'hall gant ar familh André.

1873 : Gwrioù war-benn a vez graet bremañ war ar godelloù a-dreñv, e stumm un erer eus ar Menezioù Roc'hellek evel arouez ar frankiz, graet gant neud e liv orañjez. Er memes bloavezh e kroger d'ober godelloù korndachet.

1874 : krog e oar d'ober drevezadennoù eus bragoùioù Levi Strauss.

1886 : Bloavezh an dikedenn e falslêr.

1889 : Ganet eo The Lee Company e Kansas.

1890 : Ar bragoù 501 zo lakaet e gwerzh.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Serr-prim war ur bragoù jeans

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. L'Eternel Masculin, par Bernard Roetzel, éd. Könneman, 1999